C'hoarioù Olimpek an Henamzer

Eus Wikipedia
Gwel eus stad kozh Olimpia
Redadeg war-droad, añforenn panatenaek gant livour Kleofrades, war-dro 500 kent J.-K., mirdi Le Louvre (F 277)

C'hoarioù Olimpek an Henamzer (henc'hresianeg τὰ Ὀλύμπια, ta Olympia; Ὀλυμπιακοὶ Ἀγῶνες (Katharevousa), Ολυμπιακοί Αγώνες (Dimotiki) Olympiakoi Agones) a oa un heuliad kentstrivadegoù atletek dalc'het en enor da Zeus gant kannaded eus keodedoù Henc'hres. Orin resis ar c'hoarioù olimpek zo displeget gant mojennoù hepken met ar rolloù a ziskouez e krogjont e 776 kent J-K. en Olimpia en Henc'hres. Lidet e voent betek 393 eus hon oadvezh ma voent diframmet gant an impalaer Teodosius I e-doug ar c'houlzad renet da ober ur relijion-Stad eus ar Gristeniezh. Dalc'het e veze ar c'hoarioù bep pevar bloaz, pe olimpiadenn, evel ma teuas an unanenn amzer-mañ da vezañ anavet. Pa veze lidet ar c'hoarioù e veze un dreverzh olimpek evit ma c'hallfe an atleted beajiñ eus o c'heoded betek Olimpia e surentez. Ar prizioù roet d'an drec'herien a oa kurunoù delioù lore.

Dont a reas ar c'hoarioù olimpel da vezañ ur benveg politikel implijet gant ar c'heodedoù da ziskouez e oant galloudekoc'h evit o enebourien. Embannet e veze ar c'hevredadoù politikel eno gant ar bolitikourien, ha pa veze brezel e veze profet aberzhioù d'an doueed evit an trec'h. Ar c'hoarioù olimpek a oa a-bouez ivez abalamour ma veze dalc'het lidoù relijiel en o c'herzh. Kenstrivadegoù arz a veze ivez. Un delwenn vras eus Zeus, unan eus Seizh Marzh ar Bed a oa bet savet en Olimpia en enor d'an doue a oa lidet ar c'hoarioù en e enor. En em vodañ a rae ar gizellerien hag ar varzhed bep olimpiadenn da ziskouez o oberennoù arz.

Disheñvel e oa ar c'hoarioù olimpek en Henamzer diouzh re bremañ. Nebeutoc'h a genstrivadegoù a oa, ha ne oa nemet an dud dieub hag a oa gresianegerien a c'halle kemer perzh (daoust ma oa meneget ur vaouez Bilistic'he da vezañ trec'het en ur genstrivadeg). Keit ha ma toujent d'an dezverkoù-se e c'halle atleted eus forzh peseurt bro pe keoded kemer perzh. Dalc'het e veze atav ar c'hoarioù en Olimpia kentoc'h evit cheñch lec'h evel ma'z eo hengoun ar c'hoarioù olimpek hiziv an deiz[1]. Koulskoude e veze enoret ha priziet holl an atleted a oa aet ar maout gante evel er C'hoarioù olimpek a-vremañ. Brudet e veze ar c'hurioù o doa kaset da benn dre holl hag enrollet e vezent er bloazdanevelloù d'ar rummadoù da zont da vezañ gouest da dañva o ferzhioù mat.


Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar roue Oenamos a oa bet skoet e-barzh ur redadeg gant Pelops. Pelops a lidas e drec'h en ur ober ar c'hoarioù Olimpek.

E 776 a-raok Jezuz-Krist an hini e krogas ar C'hoarioù Olimpek. Arsav brezel a oa etre ar c'heodedoù evit ma c'hellfent dizaon mont da Olimpia da genstrivañ.

Ar sportoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a sport a veze pleustret:

Bremañ avat eo lies-mat ar sportoù a vez c'hoariet e-kerz ar c'hoarioù-se ur spered a beoc'h, ar mennad da chom a-sav gant ar brezel.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. The Ancient Olympics. The Perseus Project. Tufts University. Kavet : 2010-02-12.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]