Mont d’an endalc’had

Euskareg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Euskara)
Basque Country in Spain and France
Basque Country in Spain and France
Euskareg
(Euskara)
Perzhioù
Komzet e : Spagn ha Frañs
Rannved : Europa
Komzet gant : 751 700
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù vaskonek (Yezh digenvez)
  • Euskareg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Euskadi (Spagn)
Akademiezh : Euskaltzaindia
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 eu
ISO 639-2 baq (B) / eus (T)
ISO 639-3
Kod SIL bSQ
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh digenvez eo an euskareg, pe euskara pe euskera, pe baskeg, yezh c'henidik Euskal Herria (pe Bro-Vask) etre mervent ar Stad c'hall e departamant gall ar Pireneoù-Atlantel ha biz Spagn, e kumuniezhoù emren Euskadi ha Nafarroa.

Renkadur ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


An euskareg unvan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne oa bet skouriekaet stumm skrivet ebet a-raok 1968 diwar atiz an Euskaltzaindia, un atebegezh ofisiel dezhi (un akademiezh real eo). Prientet e voe kinnigoù gant ur bodad skrivagnerien ha yezhoniourien a zalc'has abadennoù studi e Baiona (Lapurdi) e 1964-1965. Da vare 50vet bloavezh an akademiezh lidet e santual Arantzazu e voe degemeret furmoù unvan a-dreuz liesseurted an euskareg. Ar yezhoniour, politikour ha skrivagner, Txillardegi, en doa kinniget darn vuiañ ar grafoù. Pa veze troet an euskareg skrivet war-zu stummoù Lapurdi ha Nafarroa, e yeas muioc'h war-zu re Gipuzkoa. Eus an euskareg skouer a vez graet euskal batua hag implijet e vez ez-ofisiel er Gumuniezh emren, en deskadurezh ha muioc'h-mui er mediaoù betek kemer plas parlantoù ar gaozerien a-vihanik(Daveoù a vank).

Komzet e vez, e meur a zoare disheñvel, e Kumuniezh Emren Euskadi (Spagn) dreist-holl el lec'h m'he deus ar yezh-se ur statud ispisial hag emañ ar Gouarnamant Damemren (Eusko Jaurlaritza / Gobierno Vasco), ar strollad broadelour EAJ-PNV (Euzko Alderdi Jeltzalea / Partido Nacionalista Vasco) en e benn, o klask lakaat ar yezh da vont war-raok dre lakaat e pleustr ur politikerezh yezh efedus.

Komzet e vez ar yezh ivez e lodenn Norzh Kumuniezh Forel Nafarroa (spagnoleg : Navarra).

A-hend-all e vez komzet ivez el lec'hioù er Pireneoù-Atlantel a denn ez istorel da dachenn yezh an euskareg (ha n'eo ket hini ar gwaskoneg avat). Gant an takad anvet Iparralde ("tu an norzh") e klot tamm-pe-damm.

Statud ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur statud kenofisiel leun he deus ar yezh euskarek e Kumuniezh Emren Euskadi hag ur statud damofisiel e lec'hioù resis zo eus Kumuniezh Forel Nafarroa.

N'he deus ar yezh-se statud ofisiel ebet el lec'hioù ma reer ganti er Republik c'hall.

Rannyezhoù an euskareg.
  • ██ Mendebalekoa
  • ██ Erdialdekoa
  • ██ Nafarra
  • ██ Nafar-lapurtarra
  • ██ Zuberotarra
  • Kartenn Bonaparte

    Bez' ez eus c'hwec'h rannyezh pennañ hervez ar proviñsoù istorel:

    • biskaeg (e Bizkaia, spagn. Vizcaya);
    • gipuzkoeg (e Gipuzkoa, spagn. Guipúzcoa);
    • uhel-nafarroeg (e Nafarroa, spagn. Navarra);
    • izel-nafarroeg (e Nafarroa Beherea, gall. Basse Navarre);
    • lapurdieg (e Lapurdi, gall. Labourd);
    • zuberoeg (Souletin) (e Zuberoa, gall. Soule).

    Perzhioù boutin en deus an euskareg gant ar yezhoù kaokazek kentoc'h evit gant an darn vrasañ eus ar yezhoù-all a vez komzet en Europa.

    Disheñvel-tre eo yezhadur an euskareg diouzh yezhoù indezeuropek Europa ar C'hornôg o vezañ ma'z eo ur yezh ergativel-absolutivel ha n'eo ket unan nominativel-akuzativel.

    Unan eus an diforc'hioù pennañ all a denn da liesdisplegadur ar verboù : displeget e vez ar verboù-skoazell evit lakaat war-wel niver ha gour ar rener met ivez niver ar renadenn eeun ha hini ar renadenn ameeun. Nor-nori-nork a vez graet eus an doare-mañ da zisplegañ ar verboù en euskareg.

    Da skouer :

    Martinek egunkariak erosten dizkit

    Da lâret eo: Martin a bren kelaouennoù din. Rener ur frazenn gant ur verb trazitivel eo Martin ha neuze e vez merket ez-morfologel dre ouzhpennañ al lost-ger -(e)k > Martinek. Ergativel eo an anv kadarn-mañ neuze.

    Renadenn eeun ar frazenn eo "egunkaria". Liester eo ar ger-mañ ivez hervez al lost-ger -ak > eugunkariak. Absolutivel eo an anv-kadarn-mañ neuze.

    Ar verb a zo erosten dizkit, ennañ erosten, seurt tro-c'hraus, hag erosi eo anv verb ar verb pennañ, implijet amañ dindan ur stumm ispisial erosten' (un tammig evel o prenañ). Da heul e teu ar verb sikour displeget dizkit hag a c'heller dielfennañ evel-mañ:

    Dre darempredoù gant ur bern yezhoù all a-hed an amzer eo deuet an euskareg da vezañ levezonet gante, dreist-holl war dachenn ar gerioù. Amprestet zo bet ganti evel-se gerioù diwar al latin, ar spagnoleg, ar galleg hag ar gwaskoneg.

    Hervez studierion zo, e teufe an hanter eus an holl c'herioù implijet gant an euskareg eus al latin met diaes-tre eo anavezout ar gwriziennoù latin rak cheñchet kalz eo bet an doare d'o distagañ, da skouer:

    • lore ("bleunienn") diwar florem;
    • gela ("kambr") diwar cellam.

    Gerioù ha frazennoù skouer

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • Bai = Ya
    • Ez = Nann
    • Kaixo !, Agur ! = Salud !
    • Agur !, Adio ! = Kenavo !
    • Ikusi arte = Ken 'vi gwelet !
    • Eskerrik asko ! = Trugarez !
    • Egun on = Demat
    • Mesedez = Mar plij
    • Barkatu = Digarezit ac'hanon
    • Komunak = Privezioù
    • Non dago komuna ? = Pelec'h emañ ar privezioù ?
    • Non dago tren-geltokia ? = Pelec'h emañ ar porzh-houarn ?
    • Ba al da hotelik hemen inguruan ? = Pelec'h emañ al leti tostañ ?
    • Zorionak = Gouelioù mat ! (Evit Nedeleg hag ar Sant-Jilvestr). Implijet e degouezhioù all, evit un deiz-ha-bloaz da skouer.
    • Ez dut ulertzen = Ne gomprenan ket
    • Ez dakit euskaraz = Ne gomzan ket euskareg
    • Ba al dakizu ingelesez ? = Ha komz a rez saozneg ?
    • Zein da zure izena ? = Pe anv out ?
    • Ongi etorri ! = Degemer mat!
    • Egun on denoi = Demat d'an holl !
    • Berdin / Baita zuri ere = Dit-te ivez ! (d. s. goude Kaixo pe Egun on)
    • Jakina ! Noski ! = Evel-just !
    • Nongoa zara ? = Eus pelec'h out ?
    • Non dago... ? = E pelec'h emañ...?
    • Badakizu euskaraz ? = Ha gouzout a rez euskareg ?
    • Bai ote ? = Dam ya 'ta ?
    • Bizi gara ! = Bev omp !
    • Bagarela ! = Ni ivez (respont)
    • Topa ! Osasuna ! = Yec'hed mat !
    • Hementxe ! = Du-hont/ Du-mañ !
    • Geldi ! = Paouez !
    • Lasai = Na rez ket bil
    • Ez dut nahi = N'em eus ket c'hoant

    Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • KOSTIOU Jeremi, Stourm evit ar vachelouriezh en euskareg penn-da-benn, e-barzh Bremañ, miz Mae 2014, n°391.

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Troidigezhioù e brezhoneg. Da lenn evit netra war https://web.archive.org/web/20131105135305/http://www.kembre-breizh.org.uk/

    Yezhadurioù war-linenn

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Geriadurioù war-linenn

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]