Yezh digenvez
Ur yezh digenvez a zo anezhi ur yezh naturel hep liammoù gant yezh ebet all. Da lâret eo ne c'hell ket bezañ renket en ur familh-yezhoù bennaket.
A-wechoù e teu ur yezh da vezañ digenvez goude ma'z eo aet da get an holl yezhoù all eus ur familh-yezhoù bennaket. Ar pirahaneg (pe yezh pirahã) komzet e Brazil, da skouer, eo ar yezh nemeti a van c'hoazh eus an holl yezhoù a veze renket gwechall e-touez ar yezhoù murek.
A-wechoù ivez n'eus ket titour a-walc'h diwar-benn ur yezh bennaket a-benn gallout he renkañ e-touez yezhoù all en ur familh-yezhoù resis. Gant seurt yezhoù e sav alies damkanoù hag a glask diskouez e rankfent bezañ renket er familh-mañ 'r-familh ha neuze e c'hellfer lâret ez eo yezhoù damdigenvez anezhe rak ne vezer ket sur penn-da-benn hag-eñ ez eus ul liamm familh etre ar yezhoù-se ha yezhoù all pe get.
Listenn yezhoù digenvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Yezh | Evezhiadennoù |
|---|---|
| Abinomeg | Komzet e Papoua ar C'hornaoueg gant 300 a dud. |
| Adaieg | Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Teksas ha Louisiana (Stadoù-Unanet). |
| Andokeg (andoque) | Komzet e Kolombia ha Perou. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù witotoek. |
| Ainoueg | Yezh en arvar komzet e hanternoz Japan. Gwechall e oa ur familh-yezhoù eviti hec'h-unan. |
| Euskareg | Komzet en Euskadi (Frañs ha Spagn). |
| Betoieg | Marv. Komzet e Kolombia. Liammoù bet kinniget gant ar yezhoù nasaek. |
| Bourouchaskeg | Komzet e hanternoz Pakistan. Liammoù bet kinniget a-wechoù gant ar yezhoù yenisek. |
| Bourmezoeg | Komzet e Papoua ar C'hornaoueg gant 250 a dud. |
| Hengipreg | Komzet e Kiprenez e-pad oadvezh an houarn. Liammoù bet kinniget gant an Etruskeg. |
| Elamiteg | Marv. Komzet en Impalaeriezh elamitek. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù dravidek. |
| Gameleg | Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Maranhão (Brazil). |
| Houamoeg (Huamoé) | Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Pernambuco (Brazil). |
| Ibereg | Marv. Re nebeut a ditour evit gallout he renkañ. Kavet e vez elfennoù boutin etre ar yezh-mañ hag an euskareg met n'eo ket sklaer hag-eñ e vefe ul liamm familh etreze. |
| Itonameg | Komzet e Bolivia. Liammoù bet kinniget gant ar yezhoù nasaek. |
| Kalteg (pe nahalieg) | Yezh en arvar. Komzet e kornôg India. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù moundek. |
| Kamsaeg (Camsá) | Komzet e Kolombia. |
| Kandocheg (Kandoshi) | Komzet e Perou. |
| Kanitchaneg (Canichana) | Komzet e Bolivia. Liammoù bet kinniget a-wechoù gant an Tekirakeg (Tequiraca) (Marv). |
| Kayoubabeg (Cayubaba) | Komzet e Bolivia. |
| Kayouseg (Cayuse) | Marv. Re nebeut a ditour evit gallout he renkañ. Komzet en Oregon ha Stad Washington (Stadoù-Unanet). |
| Karkareg-Youreg | Komzet e Papoua Ginea-Nevez. |
| Karokeg | Komzet e Kalifornia (Stadoù-Unanet). |
| Kentumeg (Centúúm) | Komzet e Nijeria. |
| Kibirieg (Kibiri) | Komzet e Papoua Ginea-Nevez. |
| Kulheg (Culle) | Marv. Komzet e Perou. Marteze da vezañ renket e-touez ar yezhoù tcholonek. |
| Koayaeg | Komzet e Rondônia (Brazil). |
| Koutenaieg | Komzet eN Idaho ha Montana (Stadoù-Unanet) ha Kolombia Breizh-Veur (Kanada). |
| Koreaneg | Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù altaek. |
| Kukuraeg | Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Mato Grosso (Brazil). |
| Lekeg | Komzet e Bolivia |
| Meroiteg | Marv. Komzet gwechall e Rouantelezh Meroe. A-wechoù renket e-touez ar yezhoù nilek-saharek hag er yezhoù afrez-aziatek met n'eo ket bet posupl he renkañ da vat e familh resis ebet betek-henn rak digomprenus eo chomet an holl skridoù er yezh-mañ koulz lavaret. |
| Movimeg | Komzet e Bolivia. |
| Mounitcheg | Komzet e Perou. |
| Nasaeg | Komzet e Kolombia. |
| Nivc'heg (pe gilyakeg) | Ur yezh paleo-siberiek komzet e trowardroioù ar stêr Amour ha war an inizi Sac'halin. Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù tchouktchek-kamtchatkek. |
| Odiayeg | Komzet e Papoua Ginea-Nevez. |
| Pankararoueg | Marv. Komzet e Brazil. |
| Pouelcheg | damvarv. Komzet en Arc'hantina. |
| Pouinaveg | Komzet e Kolombia. |
| Sabeleg (pe waoraneg) | Komzet en Ecuador ha Perou. |
| Sumereg | Marv. Komzet gwechall e Sumeria. |
| Taochireg | Komzet e Perou. Kinniget ez eus bet ur familh-yezhoù enni an omouraneg, ar c'handocheg, an tekirakeg hag an taochireg. |
| Tikouneg | Komzet e Kolombia, Perou ha Brazil. Liammet marteze ouzh ar yourieg (marv). |
| Timoukoueg (timucua) | Marv anavezet mat. Komzet e Florida ha Georgia (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant an tawaseg. |
| Tinigweg | Komzet e Kolombia, peuzvarv. |
| Toleg | Komzet e Honduras. |
| Troumaieg | Komzet e Brazil. |
| Tsimaneg | Komzet e Bolivia. |
| Tuchaeg (Tuxá) | Marv. Nebeut a ditour. Komzet e Bahia ha Pernambuco (Brazil). |
| Urarineg | Komzet e Perou. |
| Waraoeg | Komzet e Guyana, Surinam ha Venezuela. A-wechoù renket e-touez ar yezhoù nasaek. |
| Yaleg | Komzet e Papoua Ginea-Nevez. |
| Yamaneg | Komzet e Chile. |
| Youtchieg | Komzet e Georgia hag Oklahoma (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù siouek. |
| Yourakareg | Komzet e Bolivia. |
| Youreg | Marv. Komzet e Kolombia ha Brazil. Marteze ez eus liammoù gant an tikouneg. |
| Youroumangieg | Marv. Komzet e Kolombia. |
| Zuni | Komzet e Mec'hiko Nevez (Stadoù-Unanet). Kinniget ez eus bet liammoù gant ar yezhoù penoutek met n'eo ket gwall sklaer al liamm-se. |