Kalteg
| Kalteg | |
|---|---|
| Diasur | |
| Perzhioù | |
| Komzet e : | India |
| Rannved : | Azia |
| Komzet gant : | 2.000 (1991) |
| Renkadur : | goude 100 |
| Familh-yezh : | Yezh digenvez Kalteg |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | - |
| Akademiezh : | - |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | |
| ISO 639-2 | |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | NLL |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ar c'halteg a zo ur yezh digenvez komzet gant 2000 (war ur boblans veuriadel a 5.000) a dud e stad indian Madhya Pradesh. Kalz gerioù en-deus amprestet digant yezhoù indez-ariek, dravidek ha moundek met n'eo ket ur c'har anezho. Krediñ a reer eo tout ar pezh a chom eus unan eus ar familhoù-yezh kozh India.
Posupl eo ez eo liammet ouzh ar c'housoundeg met anavezet re fall eo ar yezh-se evit ma c'hellor bezañ sur eus an dra-se.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket anavezet mat istor ar yezh hag ar bobl a gomz anezhi. En testennoù kozh e vezent livet evel preizhataerien a veve en uheldirioù. Hervez an Nimar Settlement Report e stourme gouarnamantoù ar rannvro outo hag e amzer Akbar e lazhas Rajah Jeetgurh ha Mokohte kalz anezho, abalamour petra e tegemeras tirioù digant an impalaer Moghol. E 1800 e tistrujfe ur priñs eus an diernelezh vMoghol ar meuriad. Adalek-se e vevont e touez ar gorkoued. Ne furmont ket ur meuriad gwir met met ur strollad a familhoù a-strew a chomont e karterioù ispisial e keriadennoù korkouat[1]. N'eo ket sklaer o darempredoù gant ar gorkoued. Hervez ar Galted e oant un darn eus ar memes pobl gwechall. Nac'hañ a ra ar gorkoued, avat,hag-eñv e chom posupl eo ar c'halteg ar restaj diwezhañ eus ar yezh a gomze ar gorkoued kent ma tremenjont d'un yezh voundek.
Niverioù e Kalteg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 bidum
- 2 irar
- 3 motho
- 4 na:lo
- 5 pãco
- 6 cha:h
- 7 sato
- 8 atho
- 9 nav
- 10 das