Mont d’an endalc’had

Txillardegi

Eus Wikipedia

Jose Luis Alvarez Enparantza, anavezet evel Txillardegi, ganet d’an 27 a viz 1929 e Donostia (Gipuzkoa) ha marvet d’an 14 a viz Genver 2012, a oa ur yezhoniour, ur politikour abertzale hag ur skrivagner en Euskal Herria. Ul levezon bras en deus bet, koulz er politikerezh euskarat hag en emdroadur an euskareg[1]. War ar yezhoniezh, ar politikerezh hag al lennegezh en deus skrivet e-leizh, en euskareg peurvuiañ, gant al lesanv Txillardegi dreist-holl ha gant lesanvioù all evel Igara, Larresoro hag Usako pa glaske chom kuzh da vare diktatouriezh Franco.

Kregiñ a reas gant studioù ijinouriezh e Bilbo (Bizkaia), e 1948. Ne oa ket bet desavet en euskareg, pa ne oa ket e dad eus ul lignez henvroat, met, pa oa 17 vloaz, en em lakaas da zeskiñ e-unan da noz, ha kenderc'hel bloavezhioù-pad. Dimeziñ a reas e 1959 ha pevar mab en deus bet. Abalamour d’e obererezh abertzale ez eas d’an toull-bac’h, ken e kavas gwelloc’h mont d'an harlu gant e familh e 1961. Da Bariz ez eas hag e tapas un aotreegezh war ar yezhoniezh e Skol-Veur ar Sorbonne. Mont a reas da Vaiona hag eno e kemeras perzh e stourmoù abertzale Norzheuskariz hag e bodadoù yezhoniourien. Gant ar gouarnamant gall e voe rediet da vont da Vro-Velgia e 1965. Gourc'hemennet e voe dezhañ chom e-maez Norzheuskadi ha mont a reas da Nogaro, er Gers, ul lec’h ma chomas 6 miz.
Dont a reas da Vaiona en-dro hep aotre.
Goude ma voe echu gant an diktatouriezh e Spagn e teuas da z-Donostia en-dro hag e heulias kentelioù soniadoniezh an euskareg e Skol-Veur Deusto e 1977-78. E 1982 e voe anvet da gelenner war ar yezhoniezh e Skol-Veur Euskal Herria (Euskal Herriko Unibertsitatea) war Campus Donostia. Skrivañ a reas pennadoù ha levrioù euskarek e-leizh, ken kreñv e soñje e tleer ledanaat tachennoù an euskareg. Lidet e voe e retred war an ton bras e 2000. Kenderc’hel a reas gant e obererezh politikel betek e varv.
E vab, Joseba Álvarez Forcada, ezel eus kengor broadel Herri Batasuna, zo bet kannad ha kaset d’an toull-bac’h war zigarez ma vefe e strollad kazel-ouzh-kazel gant an ETA, hervez Lez-varn uhelañ Bro-Spagn.

Oberennoù lennegel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kendiviz gant Txillardegi e Donostia
Bodadeg en enor Txillardegi da-geñver 6vet deiz-ha-bloaz e varv

Ha pa ne wele ket an traou lennegel evel e deur pennañ, Txillardegi a zo bet ur merk hewelus evit al lennegezh euskarek. E 1959 e skrivas e romant kentañ a zo bet merzet diouzhtu, pa seblante an tudennoù bezañ un tammig nec’hus tal diaesterioù o doa evit kompren pelec’h e yelo o vuhezioù e-kreiz o fempredrerien. Anavezet eo bet piv oa an oberourien, pe brederourien, pe romantourien, pe an daou tro-ha-tro, hag o-deus ul levezon warnañ : Miguel de Unamuno (un Euskarat spagnolour), Sören Kierkegard ha Jean-Paul Sartre[2]. Evel m’o-deus graet Roparz Hemon ha skrivagnerien Skol Walarn evit ar brezhoneg e klaskas ledanaat tachenn an euskareg ha kas anezhañ da live al lennegezh bedel. Un nebeud romantoù a skrivas hag e resevas ar priz lennegel Txomin Agirre evit Elsa Scheelen.

Labourioù war dachenn an euskareg hag ar yezhoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenskriver an Euskaltzaindia (Akademiezh roueel an euskareg) e voe e 1957. E Baiona e kelennas yezhadur an euskareg dre kentelioù noz digoust hag e skrivas ur yezhadur a voe implijet kalz goude an embannadur e 1978. Er bloavezioù 1963-1964 e kemeras perzh er bodad staliet e Baiona, e burevioù Enbata, a oa e bal unaniñ doare-skrivañ an euskareg hag edo Jean-Louis Davant, Frederico Krutwig ha Koldo Mitxelena e-barzh. En em glevout a reont war ar c’hinnigadennoù, an darnvuiañ savet gantañ, hag e voe votet e-doug kuzuliadeg Arrantsazu, aozet gant an Euskaltzaindia, d’an a viz 1968. Div wezh e yeas war ar renk evit dont da vezañ ezel titlet an akademiezh, met e reas tro wenn, evit abegoù politikel emichañs.
A-raok an euskareg unvan, ne oa ket ur yezh skouer eus an euskareg skrivet, pa oa an hengoun lennegel tam pe damm war du rannyezhoù al Lapurdi ha ar Gipuzkoa tro-ha-tro. Ezhomm e oa eus skoueriekaat anezhañ koulz an neuziadurezh hag an doare-skrivañ. Awenet e voe an euskareg skouer war rannyezhoù kreiz Euskadi (Gipuzkoa, da gentañ gant elfennoù rannyezhoù al Lapurdi hag an Nafaroa).

Txillardegi en deus displeget e bennaennoù e-keñver ar yezhoù minoraelet evel-se :

  • N’eus ket tu d’ur yezh minoraelet dreistvevañ ma ne dremen ket gant pleustriñ war ar skiant a-vremañ hag an teknologiezh
  • N’eus ket tu da azazaat ur yezh gant an arnevezadur, ma n’eo ket bet lakaet da vezañ ur yezh skouer
  • N’eus forzh danvez a c’hell bezañ lakaet en dael ha komprenet mat dre forzh tastonat , kemer amzer ha meizañ an traou.

Dreist-holl e kave dezhañ ne oa ket tu pivadiñ un den evel un Euskarat pe hennadiñ Euskadi evel Bro an Euskariz ma ne reont ket gant an euskareg.

En harlu e savas ur gevredigezh gant reoù all, ’’Euskal Herrian Euskaraz (Luskad evit an euskareg), ivez.

E-touez e skridoù niverus e kaver ul levr war deskadurezh ar matematikoù. O vezañ ma oa e labour kelenn ar yezhoniezh e voe rener ar gelaouenn yezhoniezh euskarek, Bat, etre 1992 ha 2002. Tad an euskareg a-vremañ eo bet evel Yann-Frañsez ar Gonideg, Frañsez Vallée ha Roparz Hemon evit ar brezhoneg.

Obererezh politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe studier e oa ezel strolladig yaouank an Strollad Broadelour Euskarat (EAJ) ha gant un nebeut yaouank a gave re gouzañvat an EAJ e krouas Ekin ha da c’houde Euskadi ta alkartasuna (ETA), e 1959, an anv-se kavet gantañ. Atebek e oa war an Talbenn sevenadurel. Krouiñ a reas Branka, ur gelaouenn bolitikel ha sevenadurel, pa oa en harlu e Brussel, e 1966, met e yeas er-maezh eus an ETA, pa tisklerias an aozadur kuzh bezañ marksour-leninour e 1967. Atav en deus nac’het Txillardegi e oa bet levezonet gant ar marksouriezh. Tost-tre da diazezerien Enbata pa kroujont kentañ strollad abertzalour e Bro-C'hall.
Pa voe deuet da Donostia en-dro e kemeras perzh d’ar vuhez bolitikel war kostez an tu-kleiz abertzalour. Dilennet e voe evel senatour Herri Batasuna div wezh (1983 ha 1986) hag e tarbas dezhañ koll e vuhez d’an 20vet a viz Du 1989, e Madrid, pa oa o koaniañ gant 3 dilennad e kostez e Hotel Alcala hag e teuas daou den armet d’ober un tennadeg, ken e lazhjont Josu Muguruza ha gwallc'hloazañ a rejont Iñaki Esnaola.
E 2001, e emezelas gant ar strollad Aralar a nac’he groñs ar stourm dre armoù pa na oa ket souzet dioutañ Batasuna, hêr da Herri Batasuna, hag a voe berzhet an daou aozadur tro-ha-tro evit an abeg-se. E 2007 e embannas ne oa mui ezel Aralar, p’en doa ar strollad kemeret perzh en ul lid a enore tud ETA.

Hervez Iontzi Amado (S. O. Mammennoù), Txillardegi a zo bet an damkaniour kentañ en deus dispennet ar preder politikel a oa bet savet gant Sabino Arana (1865-1903) a embanne ne c'helle ket bezañ an Euskarat gwir hep bezañ gwriziet e douar Euskadi hag en e hengounioù kristen hag buhezegel. Er c'hontrol, Txillardegi en deus pouezet war ar yezh euskarek ha youl ar bezañ euskarat.

  • Kosmodromo, Haranburu, 1984
  • Leturiaren egunkari ezkutua, 1957, Euskaltzaindia. Adembannadur : Leopoldo Zugaza, 1977, eta Elkar, 1983
  • Elsa Scheelen, Lur, 1969
  • Berrargitalpena, Elkar, 1978
  • Peru Leartzako, Itxaropena, 1960. Adembannadur: Elkar, 1979
  • Haizeaz bestaldetik, Embannadurioù Egilea, 1979. Adembannadur : Elkar, 1988
  • Exkixu, Elkar, 1988
  • Putzu, Elkar, 1999
  • Labartzari agur, Elkar, 2005

Arnodskridoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Huntaz eta hartaz, Goiztiri, 1965. Adembannadur : Elkar, 1983
  • Sustrai bila. Zenbait euskal koropilo, Irakur Saila1, 1970
  • Hizkuntza eta pentsakera, Gero-Mensajero 1972,
  • Oinarri bila, Éditions Egilea, 1977
  • Euskal Herritik erdal herrietara, Embannadurioù Egilea, 1978,
  • Euskal kulturaren zapalketa, Elkar, 1956-1981 ha 1984
  • Euskal Herria helburu, Txalaparta, 1994
  • Euskararen aldeko borrokan, Elkar, 2004
  • Euskara batua zertan den, Jakin, 1974
  • Fonologiaren matematikuntza, UEU, 1978
  • Euskal Gramatika, Embannadurioù Vascas, 1978
  • Euskal fonologia, Embannadurioù Egilea, 1980
  • Euskal dialektologia, Embannadurioù Egilea, 1983
  • Euskal azentuaz, Elkar, 1984
  • Elebidun gizartearen azterketa matematikoa, UEU, 1984
  • Lingua Navarrorum, Orain, 1996

Emvuhezskrid

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gertakarien lekuko, Haranburu, 1985
  • Antigua, Kutxa, 1900, 1991. Istor karter Donostia ma voe desavet ennañ.
  • Santa Klara, gure uharte ezezaguna, Kutxa, 1900, 1991.
  • Euskal Herritik erdal herrietara, Egilea editore, 1978
  • Gertakarien lekuko, Haranburu, 1985

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

{Daveoù}

  1. Noticias EFE. Muere "Txillardegi", el escritor que fundó ETA y dio nombre a la organización.. Diariovasco.com. Kavet : 2012-01-14.
  2. Komzet eo kalz eus an hanvoudelouriezh a vije bet Txillardegi levezonet ganti, met levezon Kierkegaard a c'hell bezañ bet poezusoc'h evitañ.