Lapurdi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lapurdi, en hanternoz Euskal Herria

Lapurdi zo anv unan eus 7 proviñs Euskal Herria, en hanternoz d'ar Pireneoù, hag a-hed ar Meurvor Atlantel. Baiona eo ar gêr-benn.


Kumunioù Lapurdi[kemmañ]

Un daou-ugent kumun zo. Setu o anvioù euskarek hag o stummoù ofisiel gallek.

Istor[kemmañ]

D'an 18 a viz Meurzh 1450[5], e voe staget Lapurdi ouzh ar Gurunenn c'hall, goude sinet ur feur-emglev e kastell Beltzuntze en Aiherra, a voe lakaet fin gantañ da levezon ar Saozon er c'hornad.

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 Staget ouzh Lapurdi e 1763, met stag ouzh senesaliezh Came, da lavarout eo Bidaxune
  2. E-barzh Lapurdi e oa Baiona en XIIvet kantved, hag er-maez goude-se. Sellout a reer ouzh Baiona evel unan eus kumunioù Lapurdi koulskoude. Emañ ivez er vro "Pays Basque" savet da-heul al lezenn war ar broioù eus 1995 (lezenn Pasqua).
  3. En departamant Landes e oa ar gumun-se betek 1857. Lakaat a reer anezhi, peurvuiañ, e-touez kumunioù Lapurdi. Emañ er vro "Pays Basque" savet da-heul al lezenn eus 1995.
  4. "Gramont"
  5. Philippe Veyrin, Les Basques, Arthaud, 1975, ISBN 2-7003-0038-6, pajenn 122