Euskareg
Euskareg (Euskara) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Spagn ha Frañs |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 751 700 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù vaskonek (Yezh digenvez)
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Euskadi (Spagn) |
Akademiezh : | Euskaltzaindia |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | eu |
ISO 639-2 | baq (B) / eus (T) |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | bSQ |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh digenvez eo an euskareg, pe euskara pe euskera, pe baskeg, yezh c'henidik Euskal Herria (pe Bro-Vask) etre mervent ar Stad c'hall e departamant gall ar Pireneoù-Atlantel ha biz Spagn, e kumuniezhoù emren Euskadi ha Nafarroa.
Renkadur ar yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An euskareg unvan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'oa ket bet skouriekaet stumm skrivet a-raok 1968 diwar atiz an Ertzaindia a zo un atebegezh ofisiel ganti (un akademiezh roueel eo). Prientet e voe kinnigadennoù gant ur bodad skrivagnerien ha yezhoniourien a dalc'has abadennoù studi e Baiona (Lapurdi) e 1964-1965. Da geñver an 50vet bloavezh an akademiezh lidet e santual Arantzazu e voe degemeret furmoù unvan a-dreuz liesseurted an euskareg. Ar yezhoniour, politikour ha skrivagner, Txillardegi, en doa kinniget darn vuiañ ar grafoù. Pa veze troet an euskareg skrivet war zu stummoù Lapurdi ha Nafarroa, e yeas muioc'h war zu re Gipuzkoa. An euskareg skouer a vez graet an euskal batua hag e vez implijet ez-ofisiel er Gumuniezh emren, en deskadurezh ha muioc'h mui er mediaoù.
Pelec'h e vez komzet?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Komzet e vez, e meur a zoare disheñvel, e Kumuniezh Emren Euskadi (Spagn) dreist-holl el lec'h m'he deus ar yezh-se ur statud ispisial hag emañ ar Gouarnamant Damemren (Eusko Jaurlaritza / Gobierno Vasco), ar strollad broadelour EAJ-PNV (Euzko Alderdi Jeltzalea / Partido Nacionalista Vasco) en e benn, o klask lakaat ar yezh da vont war-raok dre lakaat e pleustr ur politikerezh yezh efedus-tre.
Komzet e vez ar yezh ivez e lodenn Norzh Kumuniezh Forel Nafarroa (spagnoleg : Navarra).
A-hend-all e vez komzet ivez el lec'hioù er Pireneoù-Atlantel a denn ez istorel da dachenn yezh an euskareg (ha n'eo ket hini ar gwaskoneg avat).
Statud ofisiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur statud kenofisiel leun he deus ar yezh euskarek e Kumuniezh Emren Euskadi hag ur statud damofisiel e lec'hioù resis zo eus Kumuniezh Forel Nafarroa.
N'he deus ar yezh-se statud ofisiel ebet el lec'hioù ma reer ganti er Republik c'hall.
Rannyezhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' ez eus c'hwec'h rannyezh pennañ hervez ar proviñsoù istorel:
Yezhadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Perzhioù boutin en deus an euskareg gant ar yezhoù kaokazek kentoc'h evit gant an darn vrasañ eus ar yezhoù-all a vez komzet en Europa.
Disheñvel-tre eo yezhadur an euskareg diouzh yezhoù indezeuropek Europa ar C'hornôg o vezañ ma'z eo ur yezh ergativel-absolutivel ha n'eo ket unan nominativel-akuzativel.
Unan eus an diforc'hioù pennañ all a denn da liesdisplegadur ar verboù : displeget e vez ar verboù-skoazell evit lakaat war-wel niver ha gour ar rener met ivez niver ar renadenn eeun ha hini ar renadenn ameeun. Nor-nori-nork a vez graet eus an doare-mañ da zisplegañ ar verboù en euskareg.
Da skouer :
- Martinek egunkariak erosten dizkit
Da lâret eo: Martin a bren kelaouennoù din. Rener ur frazenn gant ur verb trazitivel eo Martin ha neuze e vez merket ez-morfologel dre ouzhpennañ al lost-ger -(e)k > Martinek. Ergativel eo an anv kadarn-mañ neuze.
Renadenn eeun ar frazenn eo "egunkaria". Liester eo ar ger-mañ ivez hervez al lost-ger -ak > eugunkariak. Absolutivel eo an anv-kadarn-mañ neuze.
Ar verb a zo erosten dizkit, ennañ erosten, seurt tro-c'hraus, hag erosi eo anv verb ar verb pennañ, implijet amañ dindan ur stumm ispisial erosten' (un tammig evel o prenañ). Da heul e teu ar verb sikour displeget dizkit hag a c'heller dielfennañ evel-mañ:
- di- merk ur verb daoudranzitivel en amzer vremañ;
- -zki- merk liester ar renadenn eeun; ha
- -t merk ar renadenn dieeun.
Geriadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre darempredoù gant ur bern yezhoù all a-hed an amzer eo deuet an euskareg da vezañ levezonet gante, dreist-holl war dachenn ar gerioù. Amprestet zo bet ganti evel-se gerioù diwar al latin, ar spagnoleg, ar galleg hag ar gwaskoneg.
Hervez studierion zo, e teufe an hanter eus an holl c'herioù implijet gant an euskareg eus al latin met diaes-tre eo anavezout ar gwriziennoù latin rak cheñchet kalz eo bet an doare d'o distagañ, da skouer:
- lore ("bleunienn") diwar florem;
- gela ("kambr") diwar cellam.
Gerioù ha frazennoù skouer:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bai = Ya
- Ez = Nann
- Kaixo!, Agur! = Salud!
- Agur!, Adio! = Kenavo!
- Ikusi arte = Ken 'vi gwelet!
- Eskerrik asko! = Trugarez!
- Egun on = Demat
- Mesedez = Mar plij
- Barkatu = Digarezit ac'hanon
- Komunak = Privezioù
- Komuna non dago? = Pelec'h emañ ar privezioù?
- Non dago tren-geltokia? = Pelec'h emañ ar porzh-houarn?
- Ba al da hotelik hemen inguruan? = Pelec'h emañ al leti tostañ?
- Zorionak = Gouelioù mat! (Evit Nedeleg hag ar Sant-Jilvestr)
- Ez dut ulertzen = Ne gomprenan ket
- Ez dakit euskaraz = Ne gomzan ket euskareg
- Ba al dakizu ingelesez? = Ha komz a rez saozneg?
- Zein da zure izena? = Pe anv out?
- Ongi etorri! = Degemer mat!
- Egun on denoi = Demat d'an holl!
- Berdin / Baita zuri ere = Dit-te ivez! (d. s. goude Kaixo pe Egun on)
- Jakina! Noski! = Mat eo!
- Nongoa zara? = Eus belec'h out?
- Non dago...? = E pelec'h emañ...?
- Badakizu euskaraz? = Ha komz a rez euskareg?
- Bai ote? = Dam ya 'ta?
- Bizi gara! = Bev omp!
- Bagarela! = Ni ivez (respont)
- Topa! = Yec'hed mat!
- Hementxe! = Du-hont/ Du-mañ!
- Geldi! = Paouez 'ta!
- Lasai = Rez ket bil
- Ez dut nahi = N'em eus ket c'hoant
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- KOSTIOU Jeremi, EhKz, ur media evit ar yaouankiz, e-barzh Ya !, niv. 441, miz Du 2013, p. 3.
- KOSTIOU Jeremi, Stourm evit ar vachelouriezh en euskareg penn-da-benn, e-barzh Bremañ, miz Mae 2014, n°391.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troidigezhioù e brezhoneg. Da lenn evit netra war https://web.archive.org/web/20131105135305/http://www.kembre-breizh.org.uk/
- Breuddwydion yn y Gogledd / Huñvreioù en hanternoz skornet (Ametzak iparralde izoztuan) gant Bernardo Atxaga troidigezh divyezhek gant Rhisiart Hincks e Breizh-Llydaw tud. 31 rhif 49, Eost 2008
- Dirgelion y Swyddfa / Kevrinoù ar Burev (???) stori fer gan Patxi Zubizarreta troidigezh divyezhek gant Rhisiart Hincks e Breizh-Llydaw tud. 31 rhif 36, Eost 2007
- Dau Asyn / Daou Azen (Bi Asto) stori fer gan Pernando Amezketarra, 2001 troidigezh divyezhek gant Rhisiart Hincks e Breizh-Llydaw tud. 25 rhif 42, Genver 2006
- Esgidiau Rhad / Botou Marc'had Mad (Oenataku Merkeak) stori fer gan Pernando Amezketarra, 2001 troidigezh divyezhek gant Rhisiart Hincks e Breizh-Llydaw tud. 24 rhif 43, Mae 2006
- Y Fendith / Ar Benediste (Aitaren eta ...) stori fer gan Pernando Amezketarra, 2001 troidigezh divyezhek gant Rhisiart Hincks e Breizh-Llydaw tud. 24 rhif 41, Eost 2005
- Skrid divyezhek diwar-benn Patxi Zubizarreta - Llydaweg/Cymraeg. gant Rhisiart Hincks e Breizh-Llydaw tud. 16 rhif 44, Eost 2006
- (en) Pennad diwar-benn ar Wikipedia euskarek : http://basquetribune.com/the-basque-wikipedia-local-knowledge-gone-global-and-back/
Yezhadurioù war-linenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skol-Veur Euskadi: Yezhadur berr an euskareg
- Taolennoù gant verboù an euskareg
- Yezhadur berr an euskareg gant Larry Trask
- Un nebeud gerioù en euskareg gant Larry Trask