Politikerezh yezh
Meur a vro o deus savet ur politikerezh yezh a-benn sikour pe herzel ouzh ur yezh resis bennaket da vont war-raok er gevredigezh. Daoust ha m'emañ gwir ez eus bet savet seurt politikerezhioù a-hed an amzer da reiñ harp d'ur yezh ofisiel resis en ur chom hep ober mann ebet evit ar yezhoù all e oa tu da gavout eno ez eus bremañ muioc'h-mui a vroioù gante politikerezhioù yezh ispisial evit gwareziñ ha lakaat da vont war-raok yezhoù all hag a zo en arvar da vont da get.
Er bed a-vremañ e vez komzet tost da 6 000 yezh disheñvel, met an hanter anezho a zo en arvar da vont da get a-raok fin an 21vet kantved. Meur a faktor a c'hell levezoniñ stad an traoù, da skouer an niver a dud a ra gant ar yezh-se, he statud kevredel hag all. Pal ar politikerezhioù yezh neuze a c'hell klask pe gwellaat pe gwashaat ar faktorioù-se a-benn lakaat ar yezh da vont war-raok pe war-gil.
Meur a zoare politikerezh yezh resis a zo. Setu amañ da heul perzhioù an doareoù pennañ:
Politikerezh enteuziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur politikerezh enteuziñ a zo e bal gwanaat ur yezh bihan-niver dre lakaat an dud a ra ganti da vont kentoc'h gant ar yezh pennañ. Meur a wech e vez klasket dre lakaat e pleustr seurt politikerezhioù kreñvaat unvaniezh ur Stad bennaket daoust d'an diforc'hioù a c'heller kavout enni.
Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù mañ, da skouer :
Afganistan - Brazil - Frañs - Myanmar - Kiprenez - Timor-Lorosae - Gres - Indonezia - Iran - Irak - Pakistan - Siria - Tailand - Turkia - Vietnam
Politikerezh nann-emell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seurt politikererezhioù yezh-mañ a laosk stad an traoù etre ar yezhoù komzet en ur vro da ziorren hep lakaat ar stad d'a emellout. Anat eo e vez gwashaet stad ar yezh minorelaet kazi bewech ma vez lakaat e pleustr seurt politikerezhioù. Talvezout a ra e gwirionez kement hag ober ez-ofisiel hep tamm politikerezh yezh ebet.
Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù-mañ, da skouer :
Angola - Arc'hantina - Aostralia - Aostria - Benin - Burkina Faso - Chile - Republik Demokratel ar C'hongo - Aod an Olifant - Kuba - Republik Tchek - Dominika - Ecuador - Gabon - Ghana - Alamagn - Jibraltar - Ginea -- Jamaika - Japan - Liechtenstein - Mali - Nicaragua - El Salvador - Arabia Saoudat - Senegal - ar Rouantelezh Unanet - Venezuela
Poltikerezh diazezet war statudoù lezennel disheñvel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant seurt politikerezhioù e vez roet ur statud lezennel ispisial d'ur yezh resis a-benn klask lakaat tud a ra gant yezh disheñvel da vevañ kichen-ha-kichen war ur memes takad. Peurliesañ, gant seurt politikerezhioù, e vez gwarantet gwirioù yezhel ar re a ra gant ar yezh pouezusañ pe muiañ komzet keit ha ma c'hell bezañ gwarezet war an dro gwirioù yezhel a ra gant ur yezh bihan-niver, h.a.
Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù mañ, da skouer:
Albania - Bosnia ha Herzegovina - Bulgaria - Sina - Estonia - Guatemala - Latvia - Lituania - Makedonia - an Izelvroioù - Paraguay - Kebek - Roumania - Slovakia - Sveden - Kembre
Politikerezh evit kreñvaat ur yezh ofisiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un doare politikerezh troet war-du an unyezhegezh a zo anezhi n'eus forzh peseurt politikerezh a seurt-mañ a glask kreñvaat plas ur yezh ofisiel. A-wechoù e vez klasket kreñvaat ur yezh vroadel, ha gwechoù all avat e vez klasket kreñvaat yezhoù trevadennel evel ar saozneg pe ar galleg dreist-holl abalamour d'ar pouez o deus er bed a-bezh.
Politikerezhioù yezh a seurt-mañ a vez kavet er broioù mañ, da skouer :
Albania - Aljeria - Andorra - Azerbaidjan - Kalifornia - Kambodia - Kolombia - Kroatia - Ejipt - Estonia - Frañs -Gres - India - Iran - Island - Italia - Japan - Koweit - Latvia - Lituania - Makedonia - Madagaskar - Maroko - Meksiko - Moldova - Montenegro - Nepal - Perou - Roumania - Serbia - Slovakia - Somalia - Spagn - Tunizia - Ouzbekistan - Vietnam - Voivodina
Politikerezhioù dre sektorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Politikerezh divyezhegezh pe teiyezhegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant seurt politikerezhioù e vez klasket diorenn kevredigezhioù divyezhek. Meur a zoare diheñvel a vez da lakaat e pleustr seurt politikerezhioù.
Politikerezh hervez gwirioù hiniennel distag diouzh un takad resis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ur politikerezh troet war-du an divyezhegezh diazezet war gwirioù hiniennel ha distag diouzh un takad resis e vez anavazet gwirioù pep hini d'ober gant n'eus forzh peseurt yezh ofisiel ne vern al lec'h m'en em gav er Stad-se.
Belarus - Burundi - Kanada - Tchad - Djibouti - Hong Kong - Iwerzhon - Kenya - Kiribati - Malta - Nauru - Zeland-Nevez - Norvegia - Rwanda - Samoa - Suafrika - Tanzania - Tonga - Tuvalu
Politikerezh hervez gwirioù hiniennel stag diouzh un takad resis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ur politikerezh troet war-du an divyezhegezh diazezet war gwirioù hiniennel met stag ouzh un takad resis e vez anavazet gwirioù pep hini d'ober gant yezhoù resis disheñvel hervez al lec'h m'en em gav er Stad-se.
Kumuniezh Emren Euskadi - Katalonia - Inizi Faero - Finland - Galiza - Hawaii - Enez-Vanav - Nicaragua - Bro-Skos - Valle d'Aosta - Bro-Gembre
Politikerezh dre takadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Belgia - Kameroun - Grisons - Suis
Politikerezh strategiel diazezet war al liesyezhegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Politikerezh etrebroadelekaat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Politikerezh yezh kemmesk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ofisoù Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu un nebeud liammoù da lec'hiennoù web ofisoù yezh
- Office québecois de la langue française (Ofis ar galleg Kebek)
- Ofis ar Brezhoneg
- Bwrdd yr Iaith Gymraeg (Ofis ar C'hembraeg)
- Bòrd na Gàidhlig (Ofis ar Skoseg)
- Foras na Gaeilge (Ofis an Iwerzhoneg)