Ya !

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ma klasker sterioù all ar ger Ya n'eus nemet sellout ouzh ar pennad Ya.

Ya ! zo ur gazetenn divyezhek sizhuniek.

He neuz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gazetenn vrezhonek sizhuniek nemeti war baper eo. Krouet e voe e miz Mae 2005 gant an ti-embann brezhonek Keit Vimp Bev, staliet e Laz (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed). A-vent eo gant Le Télégramme, met 12 pajennad hepken zo enni. Ur bajenn a-bezh a zo e gallaoueg e pep niverenn abaoe miz Gwengolo 2022.

Ar rener[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rener an embann eo Gégé Gwenn, a zo kenbrezidant an ti-embann ivez (gant Ludsine Briand).

Skrivagner eo Gégé Gwenn.

Nikolaz Gourvenneg, kenurzhier ha maketenner ar gazetenn

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En daouzek pajenn e kaver pennadoù a bep seurt : politikerezh, diorren ar brezhoneg, diduamant, skiantoù, kronikennoù, sportoù, deiziataer (gouelioù, programmoù skinwel, darvoudoù sevenadurel).
Er bajenn ziwezhañ e vez kavet an talbenn "Un emgav gant..." a-us d'ur pennad-kaoz gant un den, brezhoneger·ez.
Renevezet eo bet ar vaketenn e-barzh an niverenn 900 e miz Gwengolo 2022.

Skipailh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Bouetet e vez ar gazetenn gant kenlabourerien a-youl vat a gas pennadoù ingal (Yann Yeun ar Gov, Maguy Kerisit, Fabien Lecuyer, Fanny Chauffin, Yann Gerven, Paol Mingant, Gégé Gwenn).

Titouroù teknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Niver ar goumananterien (Meurzh 2022) : 1 100 + 150 koumanantet d'ar stumm niverel
  • Priz ar c'houmanant (Meurzh 2022) : 6 euro/miz pe chekenn 80 euro/bloaz pe 2,5 euro/miz evit ar stumm niverel
  • Ti-moullañ : Le Telegramme e Montroulez

Chomlec'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ya !
Keit vimp bev F29520 Laz
Pellgomz : 02 98 26 87 12
Postel : darempred@ya.bzh
Lec'hienn : www.ya.bzh

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.