Toull-bac'h
Neuz
(Adkaset eus Toull-bac’h)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un toull-bac'h (liester : toulloù-bac'h) a zo ul lec'h evit ma vo kastizet tud en ur vac'hañ (pe mirout da vont dieub) anezho. Dre vras e vez roet ar c'hastiz-se peogwir o deus graet an dud-se traoù difennet gant ar reolennoù a ren o c'hevredigezh a vez graet lezennoù anezho. Un den toullbac'het a zo un toullbac'had. E brezhoneg e kaver ivez ar gerioù bac'h, kac'har ha prizon (diwar ar galleg) hag an anv-kadarn deveret prizoniad.
Pep kevredigezh a-bouez he deus ezhomm eus ul lec'h (pe vuioc'h) evit, da gentañ holl
- herzel an dud dañjerus d'ober drouk d'ar re all
- herzel an drougobererien da vont pelloc'h a-raok dezho bezañ barnet
- reiñ kastiz an toullbac'hañ d'an dud a zo bet kondaonet da chom bac'het e-pad un amzer divizet gant al lez-varn