Mont d’an endalc’had

Sparta (kêr)

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Sparta
Henkêr, Polis (Henc'hres), elfenn velestradurel aet da get, Ancient Greek archaeological site
Deiziad krouiñ900s BCE Kemmañ
Anv er yezh orinΛακεδαίμων Kemmañ
Relijion pe kredennRelijion er gevredigezh hellazek Kemmañ
Anv annezidiΣπαρτιάτης Kemmañ
Yezh ofisielhenc'hresianeg Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadGres Kemmañ
Kêr-bennSparti Kemmañ
E tiriadSparta Municipality Kemmañ
Daveennoù douaroniel37°4′55″N 22°25′25″E Kemmañ
Renad politikelOligarkiezh, Republik Kemmañ
Korf lezenniñGerousia, Ecclesia Kemmañ
Yezh implijethenc'hresianeg Kemmañ
Darvoud-alc'hwezSiege of Sparta, Emgann an Thermopyloù Kemmañ
Deiziad divodañ192 BCE Kemmañ
Map
Ar Menelaion
Tachenn Sparta

Sparta (Doreg: Σπάρτα Spárta, Atteg: Σπάρτη Spártē) eo anv ur geoded e su Bro-C'hres. En Henamzer e oa ur geoded c'hresian e Lakonia a oa annezet gant Gresianed, a orin dorian a-hervez. Hiriv e kaver en he lec'h ur gêr vodern, enni 18184 annezad (2001). Emañ war glann ar stêr Eurotas, e kompezenn Lakonia, etre ar menez Taigetos hag ar menez Parnon. Kêrbenn Lakonia e oa hag unan eus ar c'heodedoù galloudusañ a oa e Henc'hres, gant Aten ha Thebai.

Istor Sparta

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar marevezh arkaek ez eo Sparta ar c'hentañ keoded c'hresian da ziwan. E deroù ar Vvet kantved kent J.-K. e teu da vezañ kampionez Bro-C'hres dirak ar Bersed e-pad ar Brezelioù medek. Dont a ra tamm-ha-tamm da vezañ kevezerez Aten hag e stourm pell outi e-kerzh Brezel ar Peloponnesos (-431--404). He zrec'h, e -404, a ro dezhi an hegemoniezh e Bro-C'hres. « Peoc'h ar Roue » e -387 a reas eus Sparta tredeog ar bed gresian. E -376 avat e kasas Aten he morlu d'ar strad hag a lakas un termen evel se d'he hegemoniezh war vor. E -371, Ateniz ha Lakedemoniz a anavezas o c'hengevredadoù kenetrezo, hag a savas a-gevred a-enep ar c'hengevredad beotian. Spartaiz, sur da vezañ didrec'hus, a zisklerias ar brezel da Dhebai. Met trec'het e oa arme Sparta en emgann Leuktres, e -371, e lec'h ma kollas 400 eus he 2000 homoioi. Biskoazh ne gavas Sparta he nerzh diagent penn-da-benn goude ar c'holl-se.

Adalek neuze e klaskas Sparta derc'hel ar Peloponnesos d'an nebeutañ met Thebai a ziskaras e vestroni war an hiloted. Dieubet e oa Messena ivez evit gwanaat anezhi. Emgann Mantinea, e -362, a roas he zu da sparta da sevel he c'hein o tistrujañ hegemoniezh thebai met ne badas ket pell. Kregiñ a reas Makedonia da gemer perzh e stourmoù ar c'heodedoù gresian d'ar c'houlz-se ha kaset e voe Sparta d'ar memes renk hag ar re all gant Fulup II a zeuas da vezañ o mestr dezho-holl.

En III kantved kent J.-K., an diaesterioù degaset gant e reizhiad sokio-politikel ha gant digresk e boblañs homoioi a zegasas adreizhadennoù zo en he bonreizh. Kevrediñ a ra gant Roma a-enep Kevre Etolia. Ret eo dezhi ivez stourm a-enep ar C'hevre akean. En diwezh ez eo lonket evel ar c'heodedoù all gant an Impalaeriezh roman e -146. Rivinet e voe Sparta da viken gant an aloubadegoù bras.

Rouanez Sparta

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez Rouaned Sparta e c'haller menegiñ Leonidas a harzas ar Bersed en Termopiloù.