Agenor (mab Poseidon)
Neuz
Agenor
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Tad | Poseidon |
| Mamm | Libia (merc'h Epafos) |
| Breur pe c'hoar | Belos |
| Pried | Telefassa, Argiope, Damno |
| Micher | Roue |
| Karg | king of Phoenicia, king of Tyre |
Agenor (Ἀγήνωρ / Agếnôr e henc'hresianeg) a oa mab da Boseidon ha da Libya, ha roue kêr Tyr e Fenikia, e mojennoù Hellaz kozh. Breur e oa da Velos, roue Egipt ha da Leleks. Hervez Herodotos e veve a-raok ar bloaz -2000.
Pried e oa da Delefassa, ha c'hwec'h bugel en doe ganti :
- Kadmos, ar c'hentañ eus o femp mab
- Foiniks
- Kiliks
- Thasos
- Fineüs
- ur verc'h Europa, a voe skrapet gant Zeus. Kas a reas e vibien d'he c'hlask, gant urzh da chom hep distreiñ ma n'he c'havent ket. Ne deuas hini anezho en-dro. An holl a ziazezas en Hellaz.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud all zo bet anvet Agenor.