Fineüs (mab Agenor)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Fineas hag ar Voreaded, livet gant Sebastiano Ricci

Fineüs a oa mab da Agenor, roue Tyr, e Fenikia, hervez mojennoù Hellaz kozh.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aet e oa da glask war-lerc'h e c'hoar Europa, evel e vreudeur Foiniks (meneget en Ilias), Kadmos, Thasos ha Kiliks, kuitaet gantañ e Fenikia c'henidik, evit degas en-dro d'ar gêr d'o zad e verc'h a oa bet skrapet gant an doue Zeus.

Paouez a reas gant e glask e Trakia, ha diazezañ war aod kornôk ar Mor Du. Dont a reas da vout roue Trakia.

Gallout a ra ar gêr gozh Finea (pe Fineopolis), war lez ar Bosfor e Trakia, bezañ liammet ouzh e anv.

Hervez skrivagnerien zo e oa bet daou roue Fineas e Trakia.

Fineüs an Argonaot[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Fineüs-se, hag en dije bevet kalz diwezhatoc'h, a oa unan eus an Argonaoted a yeas gant Iason da gerc'hat ar Maoutken aour. Hennezh a zimezas da Gleopatra, merc'h d'an doue Boreas, a oa doue avel an hanternoz.
Kement-se a zalc'has ken na zegouezhas Iason hag e Argonaoted. Kas a rejont an harozed askellek, ar Voreaded, war-lerc'h an Harpied. Kas an euzhevned kuit a rejont, o distruj avat ne rejont ket, war c'houlenn Iris, doueez ar Ganevedenn, a brometas ne deujent ket da hegaziñ Fineas ken.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.