Hyllos

Eus Wikipedia

Hyllos (Ὕλλος / Húllos e gregach) a oa mab da Herakles ha Deianeira. Savet e voe e ti Keyks, roue Trac'his, e Thessalia, tra ma oa an haroz gant e zaouzek trevell. Kaset e voe gant e vamm da glask war-lerc'h e dad, ha kavout a reas anezhañ p'edo o paouez gwiskañ toneg an den-marc'h Nessos.

A-raok mervel, pa ouie Herakles e oa en e amzerioù diwezhañ, e c'houlennas digant e vab, dimeziñ da Iole.

Tad e oa Hyllos da Gleiodaios.