Ilias
Rann eus | Homeric epics ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 8vet kantved kt JK ![]() |
Titl | Ἰλιάς ![]() |
Heuliad | Epic Cycle ![]() |
Raklec'hiet gant | Cypria ![]() |
Heuliet gant | Aethiopis, Posthomerica ![]() |
Seurt oberenn | barzhoneg ![]() |
Tachenn | Meurgan ![]() |
Aozer | Homeros ![]() |
Bro orin | Henc'hres ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | Homeric Greek, henc'hresianeg ![]() |
Used metre | dactylic hexameter ![]() |
Pennlinenn | μῆνιν ἄειδε, θεά, Πηληϊάδεω Ἀχιλῆος ![]() |
Last line | Ὣς οἵ γ᾽ ἀμφίεπον τάφον Ἕκτορος ἱπποδάμοιο. ![]() |
Deskrivet dre | Hall of Iliad ![]() |
Plot expanded in | Odysseia, Aeneis ![]() |
Narrative motif | deity flies in bird plumage, deities intervene in battle, deity in guise of mortal, deity takes form of particular person to visit mortals, deity as helper ![]() |
Entry in abbreviations table | Hom. Il. ![]() |

An Ilias (Ἰλιάς, Ilias, en henc'hresianeg, Ιλιάδα, Iliada e gresianeg) zo unan eus an daou varzhoneg, pe meurgan, a vije bet savet gant Homeros. An Odysseia eo ar barzhoneg all. Donet a ra anv an oberenn-se eus ar frazenn-dro « barzhoneg Ilion » (ἡ Ἰλιὰς ποίησις e Ilias poimois), rak Ilion (Ἴλιον Ilion) eo anv all Troia, e lec'h ma c'hoarvez an darvoudoù danevellet.
Peurvuiañ e seller ouzh ar meurganoù-se evel pezhioù koshañ al lennegezh hellazek, goude ma lakaer oberennoù Hesiodos tost da gen kozh (VIIIvet pe VIIvet kantved kent JK). En VIIIvet kantved kent Jezuz-Krist eta e vije bet savet an Ilias.
Tennañ a ra an darvoudoù danevellet da Vrezel Troia, pe kentoc'h, d'an dekvet bloavezh eus ar seziz lakaet ouzh kêr Ilion, pe Troia, gant ar C'hresianed. Kontañ a ra kounnar Akilleüs war an hir. Goude nav vloaz seziz e kendalc'h an div arme d'en em gannañ, ha mont a ra an tu kreñv gwezh gant an Akeaned, gwezh gant an Droianed. Annoazhet gant Agamemnon, ar roue e penn an Akeaned, e paouez Akilleüs da gemer perzh en emgannoù. Mont a ra neuze an tu kreñv gant an Droianed renet gant Hektor. Hemañ, avat, a lazh mignon Ac'hilleüs, Patrokles, ar pezh a vroud anezhañ da vont d'an emgann en-dro. Echuiñ a ra ar meurgan gant marv Hektor diwar e zorn.
Mont a ra 15 337 heksametr daktilek d'ober ar meurgan hag abaoe ar prantad hellenadek e vez rannet e pevar c'han warn-ugent.
Anvioù kêr Troia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Troia ( 'Τροία' e henc'hresianeg, Troia en latin) eo anv ar stad
- Ilias hag Iliada a dalv "eus Ilion", kêr-benn ar stad-se, m'edo palez ar roue Priam.
Alies e vez implijet Ilion pe Troia hep ober ar c'hemm etre an eil hag egile.
Penn kentañ ar varzhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]μηνιν άειδε θεὰ Πηληιάδεω Αχιληος
ουλομένην, ὴ μυρί' Αχαιοις άλγε' έθηκε,
πολλὰς δ' ιφθίμους ψυχὰς ́Αιδι προίαψεν
ηρώων, αυτοὺς δὲ ελώρια τευχε κύνεσσιν
οιωνοισί τε πασι, Διὸς δ' ετελείετο βουλή,
« Kan, a zoueez, fulor ar Peleid Akilleüs,
Brouez marvus a zegasas poanioù diniver d'an Akeaned
hag a reas diskenn da di Hades kement a eneoù kalonek
a harozed a voe roet o c'horfoù d'ar chas da zrailhañ
ha d'an evned diniver : evel-se e oa sevenet youl Zeus »
Talvezout a ra ar ger kentañ (henc'hresianeg μηνις, mênis) kement ha fulor, ha ne vez implijet nemet evit ober anv eus ur gounnar doueel, drougiezhus. Akilleüs eo an den nemetañ, ouzhpenn an doueed, a vez graet μηνις eus e fulor en oberenn Homeros. Ar fulor-se en-eeun an hini eo kalon hag alc'hwez an oberenn penn-da-benn.
Diverradenn eus an Ilias
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kan I: Nav bloaz goude deroù ar brezel emañ atav an Akeaned, deuet eus Henc'hres a-bezh oc'h en em gannañ gant an Droianed. Agamemnon a zalc’h Kriseis, merc’h ur beleg e servij Apollon, e sklaverezh ha kaset en deus an doue ar vosenn war an arme. Dizoleiñ a ra an urisinour Kalc'has abeg ar c’hleñved hag Akilleüs a c’houlenn start digant Agamemnon kas ar sklavez d’he zad en-dro. Evit en em zigoll, hennezh a gemer Briseis, sklavez muiañ-karet Ac'hilleüs ; Fuloret an tamm outañ e paouez Akilleüs a en em gannañ, heuliet gant e Virmidoned, hag a c’halv e vamm Thetis. Tapout a ra hounnezh kavout digant Zeus ar bromesa e vo trec’h an Droianed ; war ar Menez Olimpos e riot an doueed diwar-benn disoc’h ar brezel.
- Kan II: Touellet eo Agamemnon gant un hunvre trec’h kaset gant Zeus ha pa zihun ez eo sur da faezhañ e enebourien. Van a ra neuze da gaout c’hoant da gas e vrezelourien d’ar gêr evit amprouiñ o youl d’en em gannañ. Prest a-walc’h e vefent da vont kuit met broudañ a ra Odysseüs an Akeaned da genderc’hel ar brezel. En em brientiñ a ra an div arme evit an emgann. Sevel a ra Homeros Roll listri an Akeaned, hag hini brezelourien Troia hag eus o c’hevredidi.
- Kan III: Spouronet eo an Troian Paris pa wel Menelaos, ar roue en deus skrapet e wreg digantañ, ar pezh a lakas ar brezel da darzhañ. Goude rebechoù kalet e vreur Hektor, Paris a zifi Menelaos d’en em gannañ den-ouzh-den evit disoc’h gant ar brezel. E-keit ha m'emañ ar vrezelourien oc'h aozañ an emgann daou e tiskouez Elena Troia da Briam pennoù brasañ an Akeaned. Kregiñ a ra an emgann ha Menelaos, brezelour arroutet, a gemer buan an tu kreñv war Baris. Savetaet eo Paris diouzh ar marv gant Afrodite, avat, a gas anezhañ da Droia.
- Kan IV: War ar menez Olimpos e plijfe da Zeus e vefe anavezet trec'h Menelaos, ar pezh a rofe an tu da sevel ar peoc'h ha da saveteiñ Ilion. E wreg Hera, avat, a fell dezhi distruj Troia ha goulenn a ra digant Atena boutañ an Droianed da derriñ o leoù peoc'h. Houmañ a atiz Pandaros da gas ur saezh da Venelaos. Torret eo an dreverz diouzhtu ha kregiñ a ra ur gombat all.
- Kan V: Lazhañ a ra an Akeaned un niver bras a enebourien. Gloazañ a ra Diomedes Aineias hag Afrodite deut war e sikour. Kemer a ra perzh an doueed an emgann. Plegañ a ra an Droianed a-raok kemer kalon en-dro pa zistro Aineias, savetaet gant Apollon hag a vroud ivez e vreur Ares da sikour an Droianed. Entanet gant komzoù Sarpedon e kas Hektor e vrezelourien d'an argad. Diskenn a ra neuze an doueezed Atena ha Hera war an dachenn emgann ha gant o sikour e teu Diomedes a-benn da c’hloazañ Ares e-unan. Erziwezh e tistro an doueed d'ar Menez Olimpos da glemm dirak Zeus.
- Kan VI: Glaokos ha Diomedes a salud an eil egile e-pad un dreverz ; Distreiñ a ra Hektor da Droia ha komz gant e wreg Andromac'he.

- Kan VII: Hektor hag Ajas en em gann betek an noz. Dispartiañ a reont goude un eskemm profoù. Douaret eo ar re varv ha tennañ a ra an Akeaned o mad eus an noz evit sevel ur voger difenn, ar pezh a zisplij da Boseidon
- Kan VIII: En em dennañ a ra an doueed eus an dachenn emgann war urzh groñs Zeus. Sellet a ra hennezh ouzh an emgann diwar-lein ar Menez Ida ha pouezañ tonkad an div arme.
- Kan IX: C’hoant en deus Agamemnon da zilezel ar seziz, met nac’hañ a ra Odysseüs ha Nestor ; kinnig a ra Agamemnon rentañ Briseis da Ac'hilleüs neuze. Chom a ra hennezh divrall en e vennad koulskoude ha lâret emañ e soñj mont war e giz da Vro-C’hres.
- Kan X: Diomedes hag Odysseüs a ya da spiañ o enebourien en noz hag a lazh ar spier Dolon
- Kan XI: Kurioù Agamemnon a gas an Droianed dindan mogerioù Ilion. Iris a zeu neuze a-berzh Zeus da lavaret da Hektor argadiñ d’e dro ha plegañ a ra an Akeaned. Gloazet eo Diomedes gant Paris; Nestor a c’houlenn digant Patrokles kendrec’hiñ Ac'hilleüs da stagañ gant an emgann a-nevez
- Kan XII: Kilañ a ra an Akeaned betek o c’hamp ha sezizet int gant an Droianed. Diskaret zo ul lodenn eus ar voger gant Sarpedon hag Hektor a dorr dorioù ar c’hamp. Mont tre a ra an Droianed .
- Kan XIII: Poseidon a gennerzh an Akeaned. A-drugarez dezhañ ha da gurioù Idomeneus e teu a-benn an difennerien da lakaat an Droianed da gilañ
- Kan XIV: Hera a sikour Poseidon da vroudañ an Akeaned. Gloazet eo Hektor. Kerse a gav Zeus pa zizolo emañ an doueed o kemer perzh en emgann
- Kan XV: Fuloret eo Zeus o vezañ bet desevet. Reiñ a ra urzh da Boseidon da zilezel an dachenn emgann. Broudet gantañ ha pareet gant Apollon, Hektor a laka ar spont da sevel en arme akean.
- Kan XVI: Patrokles a amprest harnez Akilleüs evit kemer perzh en emgann e penn ar Virmidoned. Lazhañ a ra Sarpedon ha lakaat an arsailherien da souzañ met lazhet eo d’e dro gant Hektor.
- Kan XVII: En em gannañ a ra an armeoù evit korf Patrokles ha kezeg hag harnez Akilleüs. Difennet gant an daou Aias e teu Merion ha Menelaos a-benn da gas e gorf gante.
- Kan XVIII: Klevet a ra Akilleüs ez eo marv Patrokles ha goveliet zo un harnez nevez dezhañ gant Hefaistos. Deskrivañ a reer skoed Akilleüs.
- Kan XIX: Akilleüs , divroc’het gant Agamemnon, a gemer perzh en emgannoù en-dro
- Kan XX: Kemer a ra perzh an doueed en emgann gant asant Zeus ; Ac'hilleüs a glask lazhañ Aeneas zo savetaet gant Poseidon.
- Kan XXI: En em gannañ a ra Akilleüs a-enep ar stêr Skamandros hag e krog an doueed d’en em gannañ etreze zoken.
- Kan XXII: Akilleüs a zegouezh gant Hektor dirak mogerioù Troia. Tec’hout a ra Hektor dirakañ da gentañ a-raok talañ outañ war atiz Atena dic’hizet. Akilleüs a lazh Hektor hag a stlej e gorf betek kamp an Helened
- Kan XXIII: C’hoarioù kañv en enor da Batrokles
- Kan XXIV: Dont a ra Priam, roue an Troianed da gamp ar C’hresianed dre guzh. Aspediñ a ra Akilleüs da rentañ korf e vab Hektor dezhañ. Roet eo dezhañ gant Akilleüs hag eñ kuit gantañ da lakaat deviñ anezhañ.
Homeros, oberour an daou veurgan hervez an hengoun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne ouzer ket piv voe an oberour ken kozh eo ar barzhonegoù savet er mare ma ne chom nemet bruzunoù, a-fed testennoù. Hervez an hengoun e vije bet Homeros un den dall. Suroc’h e weler, diouzh ar ger kentañ ma veze savet meurganoù kozh savet e pep yezh evit ma vije kanet hag eilet gant ur Benveg-seniñ.
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kan kentañ an Ilias a zo bet troet diwar an henc’hresianeg gant Paskal Tabuteau e 2016
- Paskal Tabuteau, An Ilias, Al Liamm, 2016, 53 p. (ISBN 972736801144)