Mont d’an endalc’had

Idomeneüs

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Idomeneus)
Distro Idomeneüs, Palais Niel, Toloza.

Idomeneüs (Ἰδομενεύς / Idomeneús e gregach) a oa mab da z-Deukalion ha mab-bihan d'ar roue Minos a rene e Kreta.

Un deiz e rankas Idomeneüs lakaat peoc'h etre Thetis ha Medeia a oa tabut etrezo da c'houzout pehini anezho e oa ar goantañ. Hag eñ mont a-du gant Thetis. Medea, droug enni, a daolas he mallozh warnañ ha war e ouenn. Abaoe an deiz-se n'hall ket tud Kreta lavarout gwir ken.

Idomeneüs ivez a glaskas dorn Elena Troia, ha sot-nay e oa ganti, met siwazh dezhañ ez eas ar goantenn gant Menelaos[1],[2].

Brezel Troia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er brezel-se, hervez an Ilias, e lazhas Asios, mab da Hyrtakos hag Arisbe. Difenn a reas al listri hellazat diouzh Deifobos hag Aineias. Edo ivez e-touez an harozed kuzhet e marc'h Troia, pa gemerjont kêr[3], hag e-touez ar varnerien a rannas armoù Ac'hilleüs, hervez an Odysseia.

Distro eus Troia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eñ an hini a oa e penn soudarded Kreta e Troia gant pevar-ugent lestr. Goude kemeret Troia, ha kemeret e lod eus ar preizh, e tistroas da Greta nemet tapet e voe e lestr er gorventenn. Gouestlañ a reas aberzhiñ d'an doue Poseidon, ma c'halle degouezhout er gêr, kentañ bev a welje war aod Kreta. Tevel a reas ar gorventenn, erruout er porzh, ma kavas e vab, a oa bet kemennet. Glac'haret e voe Idomeneüs. Met fellout a reas dezhañ seveniñ e bromesa hag aberzhiñ e vab. Darn eus an oberourien gozh a skrivas e voe graet an aberzh, re all e savas ar bobl da zifenn ar priñs yaouank ha d'e dennañ digant an tad fuloret.

Euzhiñ a reas ar bobl, en em sevel a-enep ar roue, hag ober dezhañ tec'hel. En em dennañ a reas war aod Hesperia ma tiazezas Salento, hag eno e lakaas lezennoù e dad-kozh Minos da dalvezout. Goude e varv e voe lakaet da haroz gant ar bobl.

Pausanias a skriv en deus gwelet e skeudenn en ur c'hizelladur ma touge ur c'hilhog war e skoed, evel diskennad eus Helios.

Un istor damheñvel a gaver er Bibl, gant istor ar barner Jefte, en doa prometet da Jehovah reiñ dezhañ d'e servij kentañ den a deuje d'e vetek pa zistroje d'ar gêr ma vije roet an trec'h dezhañ war an Ammonited. Trec'h e voe ha kentañ den a deuas e oa e verc'h a ouestlas he buhez da servij Doue Israel.

Kontadennoù-pobl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E meur a gontadenn e kaver istor aberzh an hini kentañ gwelet o tont e-maez an ti, kenkoulz gant Grimm pe Fañch an Uhel(Daveoù a vank).

Skritell divyezhek (italianek-alamanek) da gemenn ar c'hoarigan, e München, e 1781.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hyginus, Fabula, 81.
  2. Hesiodos, Katalog ar Maouezed, rann 68.
  3. Kointos Smyrnaeos, Posthomerica, levrenn XII, 314 ss.