Marc'h Troia
Istor marc'h Troia zo unan eus abadennoù brudetañ Brezel Troia, danevellet er meurgan latin anvet Aeneis, gant ar barzh roman Virgilius, hag ivez gant Dionysios, ar Pseudo-Apollodoros ha Kointos Smyrnaeos.
C'hoarvezout a ra an darvoudoù goude diwezh an Ilias, savet gant Homeros hag a-raok e Odysseia. Ur gwidre e oa da reiñ o zu d'an Akeaned da gemer Troia ha d'he distrujañ.
Goude ur seziz dek vloaz en aner e sav an Akeaned ur pikol marc'h prenn goullo diwar intrudu Odysseüs, ha kuzhat a reont 30 brezelour eus an dibab e-barzh. Van a ra ar re all da vont kuit d'o bro gant o listri hag an Droianed a gas ar marc'h en o c'heoded evel un arouez-trec'h. Da noz e tiskenn ar vrezelourien diouzh ar marc'h hag e tigoront porzhioù ar geoded da beurrest arme Agamemnon, distroet dre guzh e-kreiz an deñvalijenn. Distrujet eo Troia penn-da-benn hag echuiñ a ra Brezel Troia.
En hengoun Henc'hres e veze graet Δούρειος Ἵππος, Doúreios Híppos, ar "marc'h prenn", eus marc'h Troia e rannyezh Homeros.
An istor el lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Kointos Smyrnaeos e soñjas Odysseüs sevel ur pikol marc'h (arouez Troia), e koad, da guzhat un nebeud brezelourien ennañ, ha plantañ ar soñj e penn an Droianed da gas ar marc'h en o c'heoded evel arouez-trec'h. Dindan renerezh Epeios e savjont anezhañ e tri devezh. Hervez gwidre Odysseüs e ranke chom un den er-maez eus al loen-kezeg. Ober a rafe van da vezañ bet dilezet gant ar C'hresianed, ha m'o dije lezet ar marc'h evel ur prof evit an Droianed. Ur brezelour akean anvet Sinon a voe an hini nemetañ oc'h en em ginnig evit ar roll. Virgilius a zeskriv an emgav etre Sinon hag an Droianed : dont a ra Sinon a-benn da lakaat anezhe da grediñ eo bet dilezet hag ez eo aet kuit an Akeaned. Sinon a lavar ez eo ar marc'h ur prof d'an doueez Athena abalamour da zousaat anezhi goude disakradur he zempl e Troia gant an Akeaned, hag evit gallout ober ur veaj zizañjer betek ar gêr. Savet e oa bet ur marc'h bras-kenañ, hervezañ, kuit ma c'hallfe an Droianed kas anezhañ en o c'heoded, ha treiñ an doueez a-du gante evel-se.
Endra ma c'houlennataont Sinon, ar beleg Laokoon a zivin an taol-gwidre hag a lavar d'an Droianed diwall, gant gerioù brudet Vergilius "Timeo Danaos et dona ferentes" (Aon am eus rak an Danaed memes ar re a zegas profoù)[1]. Met an doue Poseidon a gasas div naer-vor da dagañ anezhañ gant e vugale Antifantes ha Timbraeus, a-raok ma vije kredet e gemennadur gant Troian ebet. Hervez Bibliotheke ar Pseudo-Apollodoros e oa kaset an div naer gant Apollon abalamour ma oa bet kunujennet gant Laokoon o c'hoari daou dirak ur skeudenn eus an doue[2] Elena Troia a gompren ivez an taol-gwidre hag e klask touellañ ha diskuliañ an Akeaned kuzhet er marc'h o trevezañ mouezh o gwragez. Darbet eo da Antiklos respont met Odysseüs a serr e c'henoù gant e zorn[3]. Merc'h ar roue Priamos, Kassandra, diouganerez Troia, a zisklêr e vo degaset diskar ar geoded hag hini tiegezh ar roue gant ar marc'h prenn. N'he selaouer ket kennebeut, avat[4].
Hiriv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hiriv e vez klasket peseurt fedoù istorel a zo kuzhet er vojenn, ha kavout a ra da lod eo ul lestr, pe ur vag vras, e oa ar marc'h Troia, dre an abeg ma veze lakaet penn ur marc'h e daou benn al listri, a veze graet hippoi anezho, da lavarout eo kezeg.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pseudo-Apollodoros, Epitome (V, 14 ha passim) Lenn enlinenn;
- Caius Julius Hyginus, Fablennoù (CVIII) Lenn enlinenn;
- Quintus Smyrnaeus, Heuliad Homeros (XII) Lenn enlinenn;
- Trifiodoros, Kemeredigezh Troia Lenn enlinenn;
- Virgilius, Aeneis (II, I) Lenn enlinenn.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marcel Detienne, Jean-Pierre Vernant, Les ruses de l'intelligence, la Mètis des grecs, Flammarion, 1974 (ISBN 978-2-08-142170-7)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Henc'hresianeg : Φοβού τους Δαναούς και δώρας φέρονταις Virgil:Aeneid II Aeneis II
- ↑ Bibliotheke ar Pseudo-Apollodoros, Epit. E.5.18 Epitome
- ↑ Homeros, Odysseia, 4. pp 274-289.
- ↑ Virgilius, an Aeneis. troet gant Robert Fitzgerald. New York: Everyman's Library, 1992. Print.