Mont d’an endalc’had

Kasandra

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kassandra)
Kasandra, hervez Evelyn De Morgan (1855–1919)
Aias a ziframm Kasandra diouzh ar Palladion ma oa bet o klask repu, diabarzh ur gib gant tresadennoù ruz eus liver Kodros, war-dro 440-430 kent J.-K., mirdi Le Louvre.

Kasandra (henc'hresianeg: Κασάνδρα, Kasandra, pe Κασσάνδρα, Kassandra, Κεσάνδρα, ha Κατάνδρα[1], anvet ivez Aleksandra a-wezhioù[2]) a oa merc'h ar roue Priam hag ar rouanez Hekabe, eus Troia e gwengelouriezh Hellaz.

Apollon a roas dezhi an donezon da ziouganañ an amzer da zont abalamour d'he c'hened. En ur vojenn all e tremenas un nozvezh e templ Apollon, ha naeron an templ a lipas he divskouarn kement ha ken bihan ma oa gouest da glevet an amzer da zont adal neuze.[3]. Koulskoude, p'he doa nac'het karout an doue, e voe strobinellet gant Apollon evit ma ne vije ket kredet gant den ebet, na kar ebet. Hervez skridoù zo e vije bet gevelez an diouganer Helenos.

Brezel Troia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He zud a soñje e oa foll. E doareoù zo eus ar vojenn e oa karc'haret, e doareoù all ne veze ket selaouet. Rakgwelout a eure distruj Troia ha degemenn a eure en aner petra edo marc'h Troia o vont da zegas.

Goude disoc'h Brezel Troia ha diskar ar geoded e oa kemeret da sklavez ha serc'h gant Agamemnon, hag o-daou e voent lazhet gant Klitemnestra.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Hjalmar Frisk (1970) a skriv "etimologiezh dizispleg", hag a veneg martezeadennoù disheñvel kavet e levr Schulze, Kleine Schriften (1966), 698, Hoffmann Glotta 28, 52, Sturtevant Class. Phil. 21, 248f., J. Davreux La légende de la prophétesse Cassandre (Paris 1942) 90ff., Carnoy Les ét. class. 22, 344.
  2. E barzhoniezh Likofron, Alexandra, zo gouestlet da Gasandra.
  3. Dont a ra an dodenn-se en-dro e mitologiezh Henc'hres, daoust ma tegas a-wezhioù ar varregezh da gompren yezhoù al loened kentoc'h evit gwelet an amzer da zont. Keñveriañ gant Melampos; Athena he dije gwalc'het divskouarn Tiresias.