Mitologiezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Un danvez studi eo ar vitologiezh hag ivez an holl danevelloù (pe istorioù) a zo bet savet e-barzh pep sevenadur lakaet da wir ha liammet gant ur sistem relijiel pe kredennoù. Lod a ra gant ar ger mojennelezh, met gwelloc'h eo mirout ar ger-mañ evit treiñ ar galleg légendaire ha mitenn evit mythe hag ivez mojenn evit légende.

Petra eo ar vitologiezh?[kemmañ]

Dre vras, ar mitennoù a zo istorioù (lavaret e vez mojennoù pe gontadennoù ivez) deuet diwar an hengoun hag peurliesañ e tisplegont dindan livioù an ijin:

  • Krouidigezh ar Bed
  • Diazezidigezh ur bobl
  • Fenomennoù naturel
  • Sevenidigezhioù dizispleg
  • Pep tra n'heller ket displegañ diouzhtu

Met, an displegañ n'eo ket abeg an holl vitennoù. En darnvuiañ eus ar mitennoù ez eus kaoz eus ur c'halloudegezh dreistnatur pe eus un doue, met meur a vojenn pe gontadenn tremenet a rummad da rummad a zo mitologel. Prouet eo bet gant ar Vreudeur Grimm e oa posupl kavout ur vitenn e-barzh pep kontadenn-wrac'h. Koulskoude, n'eo ket ur vitenn ar vojenn hec'h-unan.

Ha n'eo ket ur vitenn

ur faltazienn wirlivek pe flemmus

Da betra servij ar mitennoù evit an Den? Ur moien eo evit liammañ perzhioù sevenadurel ur meuriad, ur geoded , ur vroad gant gwirionezioù hollvedel. Hag a-wechoù e ra splann ar vitenn, en ur doare speredel, ar gwir evit ur poblad delc'her e diriadenn.

Kavet e vez neuzioù ha tudennoù mitologel en darnvuiañ eus ar relijionoù ha kazi pep relijion a ra dave d'ur vitologiezh. Tud zo a soñj ez eus mitologiezhoù eus ar relijionoù hag e lavaront evel-se ez int faos ha douetus.
D'an aliesañ e vez implijet an termen evit daveiñ da relijionoù ar c'hevredigezhioù aet da get hag e vez kaoz eus ar vitologiezh c'hresian, ar vitologiezh roman hag ar vitologiezh skandinaviat ha ne c'heller ket kavout feizad ebet dezho pe gazi.
Bez' ez eus tud ha ne welont ket ar pantheonoù keltiek ha skandinaviat evel mitologiezhoù, met tud all a ra relijionoù bev anezho, met n'eus kalz a draou gwirion e kredennoù ar feizidid a-vremañ. (Gwelet ivez : Nevez-paganiezh).
Ha gwir eo ne wel ket holl feiidid ar Yuzevegezh, ar Gristeniezh hag an Islam danevelloù krouidigezh o relijion evel deskrivadur resis an darvoudoù, met evel skeudennadur o c'hredennoù.
Dielfennet eo bet tudennoù ha temoù ar mitologiezhioù evel patromoù a gaver e meur a sevenadur ha meur a relijion. Kentpatromoù a vez graet anezho evit treiñ ar ger arkhetipos. Ar c'hentpatromoù a zo bet dielfennet gant al lennegourien hag ar vredelfennerien (Sigmund Freud, Carl Gustav Jüng).

Piv a zo e karg eus treuzkas ar vitologiezh?[kemmañ]

Gwechall-gozh, er mareoù ma oa bev ar relijionoù a zo kaoz anezho er mitennoù e oa karget da zibunañ anezho tud hag a oa o micher ober se. Pe tud gant anaoudegezhioù relijiel (beleien c'hresian pe roman, drouized er broioù keltiek, seurt chamanoù e meur a vroioù). Koulskoude e weler n'eo ket ur reolenn evit ar varzhed Henc'hres evel Hesiodos (Kosmogonia) hag Homeros (An Ilias hag an Odisseia), ar varzhed heniwerzhonat, ar griotoù afrikat.
D'an aliesañ, ar vitologiezh he deus bet ur stumm barzhonegel, stumm ar barzhonegoù hir-kenañ da vezañ kanet hag eilet gant ar sonerezh. Met stumm ar c'hontadennoù e lavar plaen he deus bet ar vitologiezh e mareoù modern ha kempred ivez.

Mitologiezh vodern[kemmañ]

Meur a levr (Tarzan, 1984, Lord of the Rings), ar film (Star Wars) ha meur a abadenn skinwel (Star Trek) zo perzhioù mitologel enno hag e c'hell bezañ liammet gant sistemoù prederourel. N'int ket mitologiezh, met ec'h implijont temoù mitologel a c'hell seveniñ ezhommoù psikologel meur a zen.

Mitologiezh hervez ranbarzhioù ar Bed[kemmañ]

Afrika[kemmañ]

Azia[kemmañ]

  • Mitologiezh Japan
  • Mitologiezh Sina

Europa[kemmañ]

Ar c'hentpatromoù mitologel[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

  • Encyclopedia Mythica Holloueziadur ar vitologiezh, folklor, mojennoù; doueoù, harozed ha loened mitologel.
  • Godchecker Holloueziadur doueoù ar Bed gant 1.600 doue.
  • [1] . ERIC Digest : Ar mitennoù hag ar c'hentpatromoù en Arzoù.