Boudig

Ur voudig zo ur boud mojennel denheñvel, bihan pe bihanoc'h, benel pe c'hourel, gant galloudoù hud ha liammet ouzh nerzhioù an natur hag ar bed kenstur. Mard eo benel eo kaer-tre ha galloudoù dreistnaturel he deus evel reiñ donezonoù d'ar vugale nevez-c'hanet, nijal, teurel barr d'unan bennak ha kaout krog war an dazont. Boudiged a gaver e folklorioù pagan kalz sevenadurioù europat (keltiek, germanek, slavek), e stummoù liesseurt : aeled diskaret, teuzigoù, lutuned, korred, elfed hag all.
Boudiged er mojennoù hag el lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezet mat e oant e lennegezh ar Grennamzer en Europa ar C'hornôg, met aet kuit e hini an Azginivelezh. Dont a rejont en-dro er c'hontadennoù hag e oberennoù Shakespeare, hag en XIXvet kantved gant ar romantelezh. Bremañ int tudennoù a gaver ingal el lennegezh fantasy ha moliac'h. Dedennañ a reont ar glaskerien, ar skeudennaouerien hag ar gonterien.
| Marevezh | Boudiged brudet | Doare oberenn |
|---|---|---|
| Henamzer | an nimfezed | gwengelouriezh |
| Krennamzer | Morgana | mojenn Arzhur |
| Krennamzer | Viviana | mojenn Arzhur |
| Krennamzer | Melusina | kontadenn bobl |
| Krennamzer | maeron Luduennig | kontadenn bobl |
| Krennamzer | maeron Kroc'hen Azen | kontadenn bobl |
| 1594/1595 | Oberon, roue ar voudiged, ha Puck | "Hunvre un nozvezh hañv" (A Midsummer Night's Dream), pezh-c'hoari gant William Shakespeare |
| 1850 | boudig an aod | "Boudig an Aod"[1] (La fée des Grèves), romant gant Paol Feval |
| 1881 | ar voudig c'hlas | "Troioù-kaer Pinocchio – Istor ur vargodenn" (Le avventure di Pinocchio. Storia di un burattino), romant gant Carlo Collodi |
| 1902, 1904 | Tinker Bell, mignon Peter Pan . | "Al labousig gwenn" (The little white bird), romant, ha "Peter ha Wendy" (Peter and Wendy), pezh-c'hoari, an daou gant J. M. Barrie |
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Maen ar Boudiged, liac'hven en Ezieg
- Liac'hven Ty-ar-Boudiged e Brenniliz
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Troet e brezhoneg gant E. ar Barzhig ha Per Denez, Emb. Skol, ademb. Hor Yezh, 1987.