Denheñvelegezh

Denheñvelegezh a vez graet eus an arvez denel pe an emzalc'h denel a vez roet da loened, da Zoueoù, da draoù divuhez, da c'hoarvoudoù naturel, pe c'hoazh da voudoù eus ur bed all.
Un digarez eo alies an denheñvelegezh evit komz diwar-benn Mab-Den. E-giz-se e taolenn Ezop ha Jean de La Fontaine sioù o c'henseurted dre tudennoù o fablennoù. E gwirionez e vez implijet an denheñvelerezh gant Mab-den abaoe pell pell, en e vojennoù pe gant ur pal arzel :
-
Apollon, doue Hellaz ha Roma, diskouezet en heol en ur mod denheñvel
-
En ur fablenn eus ar Pañchatantra, touellet eo an olifant gant ar c'honikl hag a ziskouez dezhañ skeudenn al Loar en dour.
El lennegezh, er c'hoarioù-video, er savouriezh hag en teknologiezhoù nevez e vez implijet an denheñvelegezh ivez.

An denheñvelegezh en oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallout a reer mennegiñ oberennoù Walt Disney. Mickey Mouse zo ul logodenn denheñvel peogwir e kerzh evel un den, hag e emzalc'h a zo hini un den (komz, santimantoù...). Goofy a zo un c'hi denheñvel met Pluto en em zalc'h evel un c'hi ordinal mui pe vui.
Mennegomp ivez :
- Fritz the Cat gant Robert Crumb
- Maus gant Art Spiegelman
- Troioù-kaer Alis e Bro ar Marzhoù gant Lewis Carroll
- Fablennoù Ezop, La Fontaine...
Er skiant-faltazi eo bet ijinet kalz boudoù ezdouarat denheñvel, da skouer e bed Star Wars : Chewbacca, Jabba an Hutt...
Er mojennoù ivez e kaver boudoù denheñvel :
- ar Yeti
- ar sunerien-wad
- an tasmantoù
- ar gorriganed...
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Un tramgarr o vousc'hoarzin.
-
Jabba an Hutt, un dudenn denheñvel eus bed Star Wars.
-
Sonic the Hedgehog zo un heureuchin denheñvel.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Salomon Reinach, Phénomènes généraux du totémisme animal, Revue scientifique (1900).
- Salomon Reinach, Les Théoxénies et le vol des dioscures, Revue archéologique (1901).
- Anthropomorphism at The Encyclopedia of Astrobiology, Astronomy, and Spaceflight