Mont d’an endalc’had

Aisopos

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ezop)
Aisopos, gwelet gant Diego Velázquez.
Delwenn da Aisopos
Aesopos, hervez an Nuremberg Chronicle gant Hartmann Schedel e 1493. Notennit "Esopus", gan un "s" hir, ha stumm ar "p".
Ar Skrilh hag ar Verienenn

Aisopos (Αίσωπος/Aísôpos e gregach), pe Esopus (e latin), pe Ezop (diwar an anv gallek Esope) a-wechoù e brezhoneg ivez, a zo ur sklav ha skrivagner eus Hellaz kozh a veve war-dro ar VIIvet kantved kt JK ha VIvet kantved kt JK. Eñ a vije tad ar fablennoù, brudet dreist-holl e lennegezh c'hallek ar XVIIvet kantved.

Hervez Ploutarc'hos e oa ur sklav hellazat, bet prizoniet er brezel, divalav, kamm, tort, besteod, hag a gonte istorioù.

Hervez martezeadenn M. L. West[1], eo e Samos e vije bet savet ar vojenn diwar e benn, hag a zo kontet gant La Fontaine e rakskrid e fablennoù-eñ.

Hunvreet gantañ edo an doueez Fortuna (pe gentoc'h Tuc'he tud Hellaz) o tistagellañ e deod e tihunas un deiz ha gouest da gomz hep satouilhat. Prenet e voe gant ur marc'hadour sklaved ha degouezhout a reas e ti ur prederour eus Samos, Ksantos e anv. Eno e strivas da c'hoari e baotr fin, gant bommoù a bep seurt, ma voe disklavet a-benn ar fin. Neuze ez eas da gaout Krezuz, evit klask saveteiñ dizalc'hted Samos. Dont a-benn a reas o kontañ d'ar roue unan eus e vojennoù. War-lerc'h e servijas roue Babilon a gemere plijadur o selaou e zivinadennoù. Krog e oa sorc'henn ar beajoù ennañ, ha mont a reas da Hellaz, da Zelfi dreist-holl. N'ouzer ket perak e voe taolet eno eus lein ur vri.

E danevell-vuhez Aisopos e vez kaoz atav eus ar c'hoarzh hag ar fent a ro tu d'an den gwan da drec'hiñ war an hini kreñv, d'ar sklaved da c'hounit a-enep o mistri. Sede e c'haller lavarout e oa diaraoger an diharoz (pe an haroz-kontrol, mar karer), divalav ha dismegañset, dic'halloud, hag a zeu a-benn koulskoude d'en em dennañ eus ar gwallblegoù abalamour d'e ampartiz da ziskoulmañ ar c'hudennoù.

E komz-plaen e oa skrivet fablennoù Aisopos, hep klask bezañ traoù kaer, ken e lavaras Hegel: « E genoù ur sklav e krogas ar gomz-plaen » (Kenedouriezh). Kentañ dastumad fablennoù a voe a zo bet savet gant Demetrios Falereus war-dro 325 kent JK. Kollet eo bet an dastumad orin. An hini a oa anavezet gant Jean de La Fontaine e oa ennañ 127 fablenn.

Fablennoù Aisopos a vo troet e latin gant Phaedrus. Gant Babrias e voe graet re all en Eil kantved.

Planudes, ur manac'h bizantinat eus ar XIVvet kantved a vrudas ur skrid anvet Buhez Aisopos diwar un dafar a oa eus ar I kantved moarvat.

Tud awenet gantañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Unvaniezh a ra nerzh.
  • An teod eo ar gwellañ hag ar gwashañ

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. La fable, Fondation Hardt, Vandœuvres-Genève, 1984.