Honda

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Honda Motor Company, Limited (本田技研工業株式会社, Honda Giken Kōgyō kabushiki kaisha, Honda Technology Research Institute Company, Limited), pe simploc'h, Honda, a zo ur saver kirri, kamionoù, motoioù, hag ivez kirri-nij japanat. Sevel a ra ivez ganerioù tredan, kefluskerioù bigi hag aveadur evit jardinat.

Krouet e oa bet gant Soichiro Honda ha Takeo Fujisawa e 1948; e Tokyo emañ sez an embregerezh.

Redet en deus Honda e redadegoù kirri, e Formulenn 1 da skouer gant e skipailh, pe o sevel kefluskerioù. Redek a ra en IndyCar bremañ o sevel kefluskerioù evit meur a skipailh.