Mont d’an endalc’had

Mojenn Arzhur

Eus Wikipedia
Lynette zo ur vaouez nobl a oa bet da c'houlenn da roue Arzhur skoazellerez evit he c'haer Lyonesse, an douaroù dezhi ma veze bet staget gant ar Marc'heg Ruz. Gareth ar yaouank, a zastum ar pal, hag a dimeziñ gant Lyonesse goude-se (The Book of Romance, 1902), skeudenn gant Henry Justice Ford.
Gawain a stou war an Avoraine yaouank skuizh-divi goude bezañ prouet he c'harantez o heuliañ e varc'h e-pad daou zevezh. Skeudennaoueg evit ar varzhoneg "An Avoren Yaouank" gant Robert Buchanan, skeudenn gant John Everett Millais ; engravañ : Joseph Swain, 1862.
Eidoel ha Gwrhyr o klask kavout Owen, merc'h Ysbaddaden, kaset gant Roue Arzhur, evit sikour Kulhwch (Kulhwch hag Olwen, John D. Batten, Celtic Fairy Tales, 1892)

Mojenn Arzhur, pe kelc'hiad Arzhur, zo mojennoù, dastumet ha skrivet er Grennamzer diwar-benn ar roue Arzhur, e genseurted, hag ar c'hlask war-lerc'h ar Graal Santel. Un tem kreiz eus Danvez Breizh eo.

N'eus ket ur vojenn arzhur, met meur a hini. Kement-mañ a zo abalamour d'an oberourien niverus o deus dastumet an hengounioù-se a-hed ar c'hantvedoù, eus ar venec'h kentañ o deus dastumet anezho betek ar skrivagnerien o deus pinvidikaet anezho, evel Chrétien de Troyes pe, nevez zo, Xavier de Langlais.

Savet eo ar vojenn arzhur gant skridoù kembreat (Preiddeu Annwn, Culhwch ac Olwen, h.a.), hag oberennoù istorourien (Annales Cambriae, Historia Britonum). Tost an holl destennoù koshañ a zo awenet gant Historia Regum Britanniae, ur gontadenn fals-istorel skrivet e-kreiz ar bloavezhioù 1130 gant Jafrez Menoe[1].

  1. (fr) Mark Adderley hag Alban Gautier, 2010, Les origines de la légende arthurienne : six théories, Médiévales, 59
  2. (en) Porck, Thijs, 17/12/2015, Anglo-Saxon props: Three TV series and films that use early medieval objects, Dutch Anglo-Saxonist