Theodosius Iañ

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Poltred Theodosius I

Flavius Theodosius (ganet e Cauca, Coca hiziv an deiz, Spagn), d'an 11 a viz Genver 347- marvet e Milano, d'ar 17 a viz Genver, 395), anvet ivez Theodosius I pe Theodosius Veur, a oa un impalaer roman ha rener diwezhañ an impalaeriezh unvan, rak gantañ e voe rannet e c'halloud impalaerel etre e zaou vab, Honorius hag Arcadius. Gantañ ivez e oa bet divizet e 385 lakaat ar Gristeniezh da relijion ofisiel an Impalaeriezh gant Embann Theodosius.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'ar jeneral Theodosius an Henañ, a vrezelias, dindan Valentinian Iañ hag a voe kaset e 368 da lakaat an urzh roman en-dro en Enez Vreizh, hag e 369 a-enep d'ar C'hermaned en Izelvroioù. Goude se e reas brezel a-enep d'an Alemanned e Rhaetia hag a-enep ar Sarmated e Pannonia. Etre 373 ha 375 a-enep meuriadoù an dezerzh en Afrika. Met dibennet eo bet war urzh an impalaer yaouank Gratianus, mab da Valentinian Iañ, e 376.

Heuliañ a ra e dad en e vrezelioù. Dux Moesia e voe adalek penn kentañ 374, ha trec'h e voe war ar Sarmated e miz Here. Pa voe lazhet e dad dre urzh Gratianus er bloavezh 376, e roas e zilez diouzh an arme, hag ez eas en-dro war e leve da Gauca.

Met goude gwallreuz Andrinopl, d'ar yaou 9 a viz Eost 378, Gratianus a glaskas un impalaer nevez all evit ar Reter hag evit adlakaat an urzh roman war an Danav. Soñjal a reas en Antonius, prefed ar pretordi, ha tad Aelia Flacilla, hag en doa aliet Gratianus da gemer Theodosius ar Yaouank.

Savet e voe neuze Theodosius da gentañ, da welout, magister equitum / komandant marc'hegiezh / penn dragon. Savet goude da aogust (= impalaer) evit ar Reter, e Sirmium, d'ar merc'her 16 Genver 379. Dies imperii (= anavezet gant ar Sened) : d'ar sadorn 19 Genver 379.

Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E penn diwezhañ 376 e timezas da Aelia Flaccilla, brudet da vezañ ur plac'h brav-kenañ, ha bugale o doe:

Mont a reas Aelia Flaccilla da Anaon e diskar-amzer ar bloaz 386.

Addimeziñ a reas da Flavia Galla, c'hoar an impalaer Valentinian II (371-392), a varvas er gwilioud e penn kentañ miz Mae 394.

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

SPQRomani.svg  An Impalaerien roman  SPQRomani.svg
Tierniezh Teodosius
En e raok :
Valentinian II
(375 - 392)
Teodosius I
(378 - 395)
War e lerc'h :
Honorius, er C'hornôg
Arcadius, er Reter
Heuliad Henroma