Flavius Arcadius
Arcadius | |
Impalaer Bizantion | |
Engravadur metal | |
Ren | |
Padelezh | Genver 383 – 395 (Augustus dindan ren e dad); 395 – 1 a viz Mae 408 |
Koulzad | Riez Theodozian |
En e raok | Theodosius Iañ |
War e lerc'h | Theodosius II |
Buhez | |
Anv badez | Flavius Arcadius |
Ganedigezh | 1añ a viz Genver 377 - Spagn |
Marv | 1añ a viz Mae 408 (31 bloaz) |
Familh | |
Theodosius Iañ (tad) Aelia Flaccilla (mamm) Honorius (breur) Aelia Eudoxia (gwreg) |
Arcadius (latin : Flavius Arcadius Augustus ; henc'hresianeg : Ἀρκάδιος / Arkadios), ganet d'ar 1añ a viz Genver 377 e proviñs roman Hispania (Spagn a-vremañ) hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Mae 408, a voe kentañ impalaer Bizantion adal 395 betek 408.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab henañ Theodosius Iañ hag e wreg kentañ Aelia Flaccilla e oa Arcadius ; breur e oa ivez da Honorius, impalaer ar C'hornôg. E dad a renas adal 378 betek 395.
C'hwec'h vloaz e oa Arkadius e miz Genver 383 pa roas e dad dezhañ an titl a Augustus, a dalveze kement ha besrener hanterenn reter an impalaeriezh. E vreur Honorius a voe anvet da Augustus e 393 evit lodenn gornôk an impalaeriezh.
Pa oa o ren, dre ma oa un den gwan anezhañ, e voe rannet ar galloud etre e wreg Aelia Eudoxia ha maodierned a-bouez.
Evel impalaerien, Honorius a oa dindan galloud ar Vandal romanekaet ha Magister militum Flavius Stilicho ; evit Arcadius a oa dindan galloud e vinistr Rufinus. Stilicho en dije klasket lakaat an daou impalaer dindan e c'halloud betek lakaat muntrañ Rufinus gant goprsoudarded c'hot e 395. N'eus ket bet kavet prouenn anat ebet a gement-se, met a-dra sur e oa ur redadeg sot politikel ha milourel evit bezañ mestr war div lodenn an impalaeriezh e-pad mare kentañ ren Arcadius.
E vugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Flacila
- Pulcheria
- Arcádia
- Theodosius II
- Marina
En e raok : Theodosius Iañ |
Impalaer bizantat 383 – 395 |
War e lerc'h : Theodosius II |