Theodosius II
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh roman ar Reter |
| Anv e yezh-vamm an den | Flavius Theodosius Iunior Augustus |
| Anv ganedigezh | Flavius Theodosius |
| Anv-bihan | Theodosios |
| Titl noblañs | impalaer roman |
| Deiziad ganedigezh | 10 Ebr 401 |
| Lec'h ganedigezh | Kergustentin |
| Deiziad ar marv | 28 Gou 450 |
| Lec'h ar marv | Kergustentin |
| Doare mervel | marv dre zegouezh |
| Abeg ar marv | horse fall |
| Tad | Arcadius |
| Mamm | Aelia Eudoxia |
| Breur pe c'hoar | Arcadia, Aelia Pulcheria |
| Pried | Aelia Eudocia |
| Bugel | Licinia Eudoxia |
| Familh | Tierniezh Teodosius |
| Den heverk | Yazdegerd I |
| Yezhoù komzet pe skrivet | henc'hresianeg |
| Micher | politiker |
| Karg | impalaer roman, senedour roman, impalaer bizantat |
| Lec'h labour | Impalaeriezh roman ar Reter |
| Gouel | July 29 |
| Prantad | Impalaeriezh roman, Low Roman Empire, Byzantine Egypt |

Theodosius II ((la) Flavius Theodosius Iunior Augustus; (grc) Θεοδόσιος Βʹ ; ganet d'an 10 Ebrel 401 e Kêrgustentin, marvet d'an 28 a viz Gouere 450), a vez graet Theodosius Yaouank anezhañ alies, a oa Impalaer roman etre 402 ha 408 , evel impalaer kevreet ouzh e dad Arcadius, hag evel impalaer nemetañ e lodenn betek e varv e 450. Mab d'an impalaer Arcadius hag d'an impalaerez Aelia Eudoxia e oa.
Brudet eo evit bezañ bet savet gantañ Kod Theodosius, un dastumad lezennoù, ha mogerioù Kêrgustentin. E-pad e ren ivez e savas an tabutoù kristen tro-dro d'an nestorianiezh.
Theodosius II a zo bet dimezet gant Athenaïs, ur baganez brav tre, merc'h d'ur c'helenner war ar retorik e kêr Aten. Badezet e voe, hag anvet Aelia Eudocia diwar neuze.
Marvet eo o tapet ul lamm diwar e varc'h, d'ar 28 Gouere 450.