Pannonia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pelec'h e oa proviñs roman Pannonia
Pannonia inferior ha Pannonia superior

Pannonia a oa ur broviñs roman e-kreiz Europa, el lec'h m'en em astenn bremañ Hungaria ha tammoù eus Aostria, Slovenia, Kroatia, Serbia... Lec'hiet e oa er gornaoueg hag er c'hreisteiz d'ar stêr Danav, etre Noricum, Dalmatia ha Moesia. Carnuntum e oa ar gêr bennañ.

War harzoù an Impalaeriezh roman e oa Pannonia hag eno e veze difennet bevennoù an impalaeriezh eta, war ar stêr Danav, gant daou greñvlec'h dreist-holl : Aelia Mursia (Osijek) hag Aquincum (Óbuda), savet gant Hadrian.

Rannet e voe e div lodenn gant an impalaer Trajan : Pannonia Inferior er gevred ha Pannonia Superior er gwalarn. Diwezhatoc'h, dindan ren Diocletianus e voe rannet e peder lodenn : Pannonia Prima er gwalarn, Pannonia Valeria er biz, Pannonia Savia er mervent, ha Pannonia Secunda er gevred.