Hispania Baetica

Eus Wikipedia
Hispania Baetica en Impalaeriezh roman, war-dro 120

Hispania Baetica a oa ur broviñs roman eus Hispania, hag a glot mui pe vui gant Andalouzia, e Bro-Spagn hiziv. Corduba (Córdoba a-vremañ) e oa ar gêr-benn. Lusitania a oa er gwalarn dezhi.

Dont a ra an anv eus Baetis, anv latin ar stêr Guadalquivir.

Hervez Strabon e oa bro ar pobloù Turdetani ha Turduli.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]