Mont d’an endalc’had

Hispania Tarraconensis

Eus Wikipedia
Hispania Tarraconensis en Impalaeriezh roman, war-dro 120

Hispania Tarraconensis a oa ur broviñs eus an Impalaeriezh Roman, e hanternoz, kreiz ha reter al Ledenez iberek. Dre vras e klote gant Aragon, Katalonia hag Asturiez.

Hispania Citerior e oa an anv latin kentañ a voe roet d'ar vro-se pa voe aloubet gant ar Romaned, tra ma veze graet Hispania Ulterior eus ar peurrest eus al ledenez, pelloc'h er c'hreisteiz, hag a zeuas da vezañ proviñsoù Lusitania ha Baetica diwezhatoc'h.

Brudet e oa Hispania Tarraconensis, abalamour d'he mengleuzioù ha d'ar gwin ha d'an eoul olivez a veze graet enni.

E-touez an dud brudet genidik alese e c'haller menegiñ ar barzh Marcus Valerius Martialis.

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul legad a oa e Tarraco, e penn al lejion VIIa Gemina, diazezet e León, evit ar surentez.