Marcus Valerius Martialis

Eus Wikipedia
Poltred Marcus Valerius Martialis, anavezet ivez evel Martial
Martialis, hervez un delwenn eus an XXvet kantved

Marcus Valerius Martialis (40-103), anavezet ivez evel Martialis, pe Martial, a oa ur barzh latin eus ar Iañ kantved goude JK, brudet e flemmganoù. Bazhadoù a ro en e skridoù d'an orgedourien ha d'ar gwrac'hed.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Bilbilis (Calatayud hiziv), e Hispania Tarraconensis, war dro ar bloaz 40. Deuet e oa da Roma d'e 23 bloaz. Mignon e oa da Blinius ar Yaouankañ, Quintilianus, Juvenal.

Goude bevet 35 bloaz e Roma e tistroas d'e vro, ma varvas war-dro ar bloaz 103.

Diwar e benn e-unan e skrivas :

Sunt quoedam bona, sunt mala, sunt mediocria plura
A-wechoù e vezan mat, a-wechoù fall, gwechoù gwall zister

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Epigrammaton libri, pevarzek levrenn enno, eo e bennoberenn, anezho barzhonegoù berr savet etre 85 ha 98, nemet re al levrenn XII a voe savet war-dro 102, pa zistroas d'e gêr c'henidik.

Diskibien e-leizh en deus bet.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]