Germania Superior

Eus Wikipedia
Germania Superior en Impalaeriezh roman, war-dro 120

Germania Superior ("Germania Uhel"), pe Germania Prima ("Germania gentañ") a oa ur broviñs eus Impalaeriezh Roma, er c'hornôg d'ar stêr Roen.

En em astenn a rae war douaroù a zo bremañ e Suis, reter Frañs ha mervent Alamagn. En hanternoz d’ar broviñs-mañ e oa Germania Inferior, er c’hornôg Gallia Belgica ha Gallia Lugdunensis, er mervent Gallia Narbonensis hag er gevred Raetia. Er reter d’ar broviñs e oa Germania, an douaroù poblet gant Germaned chomet dieub diouzh ar yev roman.

Savet e oa bet er bloaz 84 gant Domitianus.

Pennlec’h ar broviñs a oa e Mogontiacum, deuet da vezañ Mainz, en Alamagn.