Hadrian

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Hadrian, British Museum.

Hadrian, pe Imperator Caesar Traianus Hadrianus Augustus, Ἁδριανός pe Ἀδριανός en gregach, ganet d'ar 24 a viz Genver 76 en Italica, ha marvet d'an 10 a viz Gouhere 138 e Baiæ, zo un impalaer roman eus tiegezh an Antonined. Anvet e voe en 117 goude marv Trajan ha ren a reas betek e varv. Barzh ha prederour e oa, troet gant ar peoc'h ha neket gant ar brezel, klask a reas aozañ an impalaeriezh d'he difenn gwelloc'h.

Enez Vreizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En e amzer e voe savet Moger Hadrian e hanternoz Enez Vreizh. Un toullad bloavezhioù diwezhatoc'h e voe savet Moger Antoninus, pelloc'hik en hanternoz.