Moger Antoninus
Moger Antoninus, pe Mur Antoninus (evel e kembraeg) zo ur voger-difenn graet gant mein ha douar en amzer ar Romaned a-dreuz kreisteiz Skos, etre ar Firth of Forth er reter hag ar Firth of Clyde er c'hornôg.
Krog e oad d'he sevel e 142, en amzer an impalaer roman Antoninus Pius, ha 12 vloaz e padas al labour. War-dro 63 km hed a oa dezhi. 3 m uhelder, ha 5 m tevder. Un douflez a oa en tu hanternoz dezhi.
Ganti e klasked ober ur voger nevez da gemer lec'h Moger Hadrian, 160 km pelloc'h er c'hreisteiz, da ziskouez harzoù impalaeriezh Roma.
Ugent vloaz goude, e 164, e voe tennet o soudarded diwar ar voger gant ar Romaned, da souzañ betek Moger Hadrian.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An impalaer roman Antoninus Pius a roas urzh da sevel ar voger war-dro 142.[1] Quintus Lollius Urbicus, a oa gouarnour proviñs Britannia a reas war-dro ar savidigezh da gentañ, ha daouzek vloaz e padas al labour.[2] En em astenn a ra, war-hed 63 km, eus Old Kilpatrick, e West Dunbartonshire war lez ar Firth of Clyde er c'hornôg, betek Carriden, e-kichen Bo'ness war lez ar Firth of Forth.
En norzh d’ar voger-se edo ar vro anvet Kaledonia, annezet gant tud anvet "Picti" gant ar Romaned, un anv hag a dalveze "tud livet".
Savet e oa da gemer lec'h Moger Hadrian ( 160 km pelloc'h er c'hreisteiz) evel harzoù an impalaeriezh. Met e-keit ma veze ar soudarded roman o sevel ar voger ha meur a greñvlec'h all pelloc'h en hanternoz, e oant ket gouest da drec'hiñ tud kalet Kaledonia, hag arsailhet e voe ar voger meur a mec'h.
Berroc'h e oa Moger Antoninus eget moger Hadrian ha graet e douar, ha mein dindan. Krediñ a reer e oa bet soñjet ober ur voger e mein, evel hini Hadrian, met diaesoc'h e oa moarvat.
Dilez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dilezet e voe moger Antoninus mann nemet 8 vloaz goude echuet he sevel. E 162 en em dennas al lejionoù roman a-drek moger Hadrian. Un emglev a rejont gant Brezhoned an tolead, a deuas da vezañ stadoù brezhon an hanternoz kozh diwezhatoc'h.
Arsailhet e voe ar voger meur a wech e 197.
E 208 e teuas an impalaer Septimius Severus da weladenniñ hanternoz proviñs Britannia ha dreset e voe darnoù eus ar voger. Un toullad bloavezhioù goude e kilas ar Romaned adarre, hag adkouezhañ a reas ar voger, lesanvet a-wechoù moger Severus gant istorourien roman zo, ken e voe droukvesket an div voger gant tud evel Bede .
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Robertson, Anne S. (1960) The Antonine Wall. Glasgow Archaeological Society. p. 7.
- ↑ Breeze, David J. (2006) The Antonine Wall. Edinburgh. John Donald. ISBN 0-85976-655-1 p. 167.