Moger Hadrian

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Moger Hadrian, hiziv an deiz, e-kichen Housesteads.
Mogerioù-difenn ar Romaned en hanternoz Britannia.

Moger Hadrian a vez graet eus ar voger-difenn savet gant ar Romaned en hanternoz proviñs Britannia. Enskrivet eo bet e 1987 war roll glad ar bed gant an UNESCO.

Etre 119 ha 122, ha goude e 142, en em savas ar vBrigantes, harpet gant meuriadoù disuj Kaledonia, war harzoù hanternoz Britannia. Ret e voe kreñvaat al limes (moger a zifenne harzoù an impalaeriezh en norzh).

E-pad beaj an impalaer Hadrian an hini e voe savet moger Hadrian. Kroget e voe d'he sevel e 121-122, hag echuet e voe e 128. Hedet e oa ar voger gant touflezioù, ha kreñvlec’hioù ha kazarnioù hag a oa ingalet a-hed an harzoù. Chom a reas efedus e-pad tri c’hantved daoust da dagadennoù ar Bikted.

Ur voger all a voe savet 20 vloaz diwezhatoc'h gant an impalaer Antoninus, pelloc'h en hanternoz, anvet Moger Antonin, met dilezet e voe en IIvet kantved.

Darn eus Moger Hadrian.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavez[kemmañ]