Galla Placidia
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Galla Placidia, pe Placidia, ganet e 390 e Kergustentin ha marvet d'ar 27 a viz Du 450 e Roma, a oa un impalaerez roman er Vvet kantved.
Merc'h e oa d'an impalaer Theodosius Iañ, a renas etre 379 ha 395, ha da Flavia Galla.
Dimezet e voe d'ar roue vizigot Ataulf, a voe lazhet e 415, ha goude da Gonstantius III, a renas etre C'hwevrer ha Gwengolo 421.
Bras e voe perzh Galla Placidia en aferioù an impalaeriezh etre 410 ha 440, pa oa ar galloud o wanaat.
Ti-kañv Galla Placidia e Ravenna.