Kaozeal:Theodosius Iañ
Neuz
Theodosius eo e anv latin. Ma vez brezhonekaet, petra e vo ? Me ne welan nemet pe Teodozius, pe Teodoz. Da c'hortoz alioù e lakan e wir anv latin . Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Du 2014 da 18:23 (UTC)
- Gresianek eo an anv, θεόδόσιος, eus θεός theόs "doue" + δόσ- pennrann an a-k δόσις dόsis, "road" + lostger tiegezhel -ιος, alese Theόdόsos > Teodosos peogwir n'eus na /th/ nag /ό/ e brezhoneg ; /z/ a c'haller lakaat en dibenn e-lec'h /s/, *Teodosoz, met didalvoud e vefe, ha ne glotfe ket gant Asklepios, da skwer ; Jezuz Nazaret zo (Ἰησοῦς "Iēsoûs" < hebraeg יהושע Yehoshua), met ur fazi eo ar /z/ er c'hreiz e-keñver orin an anv (gw. ivez arabeg عيسى " īsā" evit "Iēsoûs").
Feiz, marteze n'eo ket ken hir ma gregach ha hini Edgar Disin, met Theόdόsios eo a lennan, ha se zo kaoz, me gred, ma n'emañ ket Sant Ke en Perroz met Theodosius eo e latin, hag e meur a yezh wikipedek all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Du 2014 da 03:03 (UTC)