Flavius Theodosius

Eus Wikipedia

Flavius Theodosius, hag ivez Comes Theodosius e latin, marvet war-dro 376, a oa ur jeneral eus an Impalaeriezh roman. Theodosius an Henañ a lavarer anezhañ ivez d'ober ar c'hemm gant e vab, an impalaer Theodosius I.

Abalamour d'e labour en Enez Vreizh da vare ar barbarica conspiratio, e voe roet dezhañ an titl a Comes Britanniarum (kont ar Vrezhoned). Diwezhatoc'h e stourmas ouzh an Alemanned hag en Mauretania. Anavezet eo e vuhez gant skrid an istorour Ammianus Marcellinus.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'ar jeneral Flavius Iulius Honorius, eus ar Gens Iulia dre Sextus Iulius Caesar, kenderv da Julius Caesar. un tiegezh pinvidik e oa, deuet da vout kristen. Dimeziñ a reas da d-Thermantia, war-dro 340. Daou vab da vihanañ o doe :

En Enez Vreizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 368 e voe kaset da Enez Vreizh, evel Comes Britanniarum (gouarnour proviñs roman Britannia, ha gantañ e vab yaouankañ Theodosius hag e niz Maximus. Trec'h e voe a-nep un emglev savet pobloù barbar: Pikted, Skoted ha Saksoned, a oa lamet war ar broviñs roman. Mougañ a reas emsavadeg ar Roman Valentinus, repuet en enez.

E 369 a-enep d'ar C'hermaned en Izelvroioù. Goude se e reas brezel a-enep d'an Alemanned e Rhaetia hag a-enep ar Sarmated e Pannonia. Etre 373 ha 375 a-enep meuriadoù an dezerzh en Afrika. Met dibennet eo bet war urzh an impalaer yaouank Gratianus, mab da Valentinian Iañ, e 376.

Distro da Roma[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa zistroas Flavius Theodosius da Roma e voe roet dezhañ lec'h Jovinus evel magister equitum praesentalis e lez an impalaer Valentinian Iañ. En 372 e voe kaset da Illyria da vrezeliñ ouzh ar Sarmated. En 375 ez eas da Africa da enebiñ ouzh emsavadeg ar priñs maour Firmus.

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 376 e voe lakaet dar marv e Kartada, ha n'ouzer ket perak. Krediñ a c'haller e oa savet bec'h en Italia goude marv trumm an impalaer Valentinian en miz Du 375 hag e oa savet bec'h etre meur a genstriver. Hervez ur vartezeadenn ne vije ket bet gourc'hemennet ar marv-se gant Gratianus, met gant Valens a rene er Reter, hag a oa eontr Gratianus.

Goude marv Flavius Theodosius e voe kaset e vab Theodosius d'ar gêr, e ti an tiegezh en Gallaecia. Daou vloaz goude avat , goude faezhadeg vras en emgann Adrianopolis e voe anvet e penn an armeoù an impalaeriezh er reter, hag anvet e da augustus gant an impalaer Gratianus, ha karget eus impalaeriezh ar reter, d'an 19 a viz Genver 379