Jovinus
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d5/Siliqua_Jovinus-RSC_0004.jpg/350px-Siliqua_Jovinus-RSC_0004.jpg)
Jovinus a oa ur senedour gall-ha-roman hag en doa klasket skrapañ an tron etre 411 ha 413, da vare an impalaer Flavius Honorius. Goude faezhidigezh Constantinus III, e voe anvet da impalaer e Mainz gant Gundahar, roue ar Vurgonded ha Goar, roue an Alaned.
Daou vloavezh e renas e Galia, kent bezañ faezhet gant Ataulf, roue ar Vizigoted.