Mont d’an endalc’had

Barbarica conspiratio

Eus Wikipedia
Hanternoz Enez Vreizh war-dro ar bloaz 350.

Ar Barbarica conspiratio, pe Irienn veur (e saozneg : Great Conspiracy), eo an anvioù roet d'ar bloavezhiad freuz ha reuz a c'hoarvezas e 368 en Enez Vreizh, dindan an impalaer roman Valentinianus Iañ, un hanter-kant vloaz a-raok disparti an arme roman da-heul un emglev etre Pikted Kaledonia (Skos hiriv), Skoted hag Attacotti Iwerzhon, ha Saksoned Germania, en sell da aloubiñ proviñsoù roman Enez Vreizh.

Ken kaer e oa an ofiserien veur ma virent goproù o soudarded, paeet gant arc'hant Roma. Hag ar soudarded neuze da guitaat an arme. Gant se e c'halle Barbared Kaledonia, paouezet o emgannoù etrezo, lammat war harzoù dizifenn.

Hervez an istorour Ammianus Marcellinus, a oa o chom en Antioc'heia, gwall bell alese, e oa un irienn Barbared steuet dre ma oa aet gwan an arme roman war-lerc'h kolloù Magnentius en emgann Mursa Major, pa en doa graet kazeg o klask mont da impalaer.

Gwastet e voe kêrioù en hanternoz ha kornôg Preden a-rok ma voent dizarbennet gant ar jeneral Flavius Theodosius, kaset gant Roma. Eñ an hini a fizias er Votadini, ur bobl vrezhon, ar garg da ziwall harzoù hanternoz an Impalaeriezh.

Diaes eo bezañ sur e c'hoarvezas an traoù evel ma kont Ammianus, ha danevelloù zo ouzhpenn e hini.

Enez Vreizh war-dro 410.
Skeudenn gant Péronet Lamy eus kreñvlec'hioù 'konted aodoù Breizh Veur ' hervez an Notitia Dignitatum.

Hervez a gont Ammianus Marcellinus, e oa dizurzh vras e melestrafurezh roman Enez Vreizh goude ma voe drouklazhet ar c'hont Nectaridus, gouarnour ar 'maritimi tractus, pe Litus Saxonicum, hag an dug Fallofaude, penn armeoù an enez, ha dilez ur c'horfarme roman, an [[areani}]] ...

E goañvezh ar bloaz 367 ec'h emsavas ar soudarded roman war Moger Hadrian, ma voe laosket Pikted Kaledonia da vont er broviñs roman da breizhata. Er memes koulz e voe gwelet Attacotti, Scotti Hibernia, ha Saksoned eus Germania o tilestrañ war aodoù an enez, en un doare a seblant bezañ ragaozet mat. E hanternoz aodoù Galia ivez e voe gwelet Franked ha Saksoned o tilestrañ.

Ar bagadoù Barbared-se a gemeras tost an holl greñvlec'hioù chomet feal da Roma. Preizhet e voe kêrioù, lazhet ar Romaned, gwalled ar maouezed, sklavet bugale.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]