Ammianus Marcellinus
Neuz
Ammianus Marcellinus, ganet war-dro 330 en Antioc'heia ha marvet war-dro 390, e Roma moarvat, a oa ur soudard hag istorour roman. Gant Procopius eo unan eus pouezusañ istorourien e dibenn an Henamzer a-bouez. Evitañ da vezañ gresian a orin e skrivas e latin. Unan eus diwezhañ oberourien bagan ar mare eo ivez.
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Res gestae, diwar-benn an amzervezh etre 96 (Nerva) ha 378 (Valentinian), e 31 levr. An 13 levrenn gentañ zo bet kollet. An oberenn zo anavezet, gant Codex Vaticanus : Rerum gestarum libri (... ab excessus Neruae)[1]
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Bouillet (1863), an droidigezh wellañ zo anavezet dindan an anv Variorum, gant notennoù Wagner, Leipsick, 1808, 3 vol. in-8. Troet eo bet e galleg gant Moulines, Berlin, 1775, 3 v. in-12, ha gant Savalette, Paris, 1848, in-8 bras.
Kavout a reer troidigezhioù e galleg, gant Belles Lettres :
- Edouard Galletier & Jacques Fontaine : Rann I : Levrioù XIV-XVI, 1968
- Guy Sabbah : Rann II : Levrioù XVII-XIX, 1970
- Jacques Fontaine : Rann IV : Levrioù XXIII-XXV, 1977
- Marie-Anne Marié : Rann V : Levrioù XXVI-XXVIII, 1984
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- M.-N. Bouillet : Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. L. Hachette et Cie. Paris. 1863
- Galletier, Fontaine, Sabbah, Marié : Ammien Marcellin. Histoire. Belles Lettres (1968-1984).
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (1) ... ab excessus Neruae, hervez M. Schanz, Gesch. der röm. Litteratur, t. IV, 1, §808, p. 97