Litus Saxonicum
Litus Saxonicum (="Aod ar Saksoned") a reer eus un hollad kreñvlec'hioù savet a bep tu da Vor Breizh e dibenn an Impalaeriezh Roman. Savet e voe e dibenn an IIIe kantved ha renet e oa gant Comes litoris Saxonici (="kont Aod ar Saksoned"). Er IVe kantved ne rene mui nemet war kreñvlec'hioù Enez Vreizh ("Comes litoris Saxonici per Britanniam"), tra ma oa renerien all e penn ar c'hreñvlec'hioù a oa e Galia. Chom a ra aspadennoù eus meur a greñvlec'h war aod kreisteiz Bro-Saoz.
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Notitia Dignitatum L36, V132 ː (Comes rei militaris) Litoris Saxonici per Britannias
- Notitia Dignitatum XXVIII, XXVIII12 ː Comes Litoris Saxonici per Britanniam
Talvoudegezh ː tabut ez eus etre ar re hag a wel ː an aod evit en emzifenn diouzh (morvleizi) saozon, hag ar re hag a wel ː an aod difennet gant kevridi saozon.
Lec'hiadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh-Veur : Setu amañ an nav c'hreñvlec'h a zo meneget en Notitia Dignitatum, en Enez Vreizh, eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz :
- Branodunum (Brancaster, e Norfolk)
- Gariannonum (Burgh Castle, e Norfolk)
- Othona (Bradwell-on-Sea, en Essex)
- Regulbium (Reculver, e Kent)
- Rutupiae (Richborough, e Kent)
- Dubris (Dover, e Kent)
- Portus Lemanis (Lympne, e Kent)
- Anderitum (Pevensey, en East Sussex)
- Portus Adurni (Portchester, e Hampshire)
E Galia :