Mont d’an endalc’had

Valentinian Iañ

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Valentinianus Iañ)
Ur pennad Valentinianus zo ivez.
Solidus en aour Valentinian Iañ e 364
Stal-labour Trier
Mirdi hendraouriezh Saint-Germain-en-Laye, Inv n° 1499 N

Valentinian Iañ, Flavius Valentinianus e latin, (320/321 - 17 a viz Du 375), a voe kenimpalaer Roma etre 364 ha 375, war un dro gant e vreur Flavius Julius Valens, impalaer eus 364 betek e varv 378.

War a seblant e oa bet ganet e miz Gouere 320, pe 321, e Cibalae e Pannonia ar Su[1], en ur familh a renk izel.

E dad Gratianus Major a oa ur c'homandant anvet da gomes[2] Africae er bloaz 327 gant Konstantin I, ha goude se da gomes Enez Vreizh gant Flavius Julius Constans. N'ouzer netra diwar-benn e vamm.

Dimezet e voe Valentinian da gentañ gant Marina Severa, a c'hanas Flavius Gratianus er bloaz 359. Goude torret o eured ec'h addimezas gant Justina, merc'h ur gouarnour eus Italia. Ganti en devoe ur mab, Valentinian II, ha teir merc'h : Justa, Grata ha Galla.

Dre e dalvoudegezh hag e galonegezh e voe staget ouzh gward an impalaer Juluan II. E 357 e voe savet da dribun. Argaset eo bet abalamour d'ur fallstamall. En em dennañ a reas neuze d'e vro c'henidik, Pannonia. Adlaket e voe en e garg gant Juluan II, met argaset un eil gwech abalamour d'ar relijion[3].

Adc'halvet e voe gant Jovianus[4], ha kaset da C'halia da-gaout an arme bet lezet eno gant Juluan.

Goude marv an impalaer Jovianus[5], e voe anvet Valentinian da impalaer gant an arme, d'ar 26 C'hwevrer 364 e Nikea[6]. War c'houlenn-start an arme e kemeras da genimpalaer e vreur Flavius Julius Valens, e Kergustentin d'an 28 Meurzh 364.

Valentinian a gemeras Impalaeriezh ar C'hornôg en e garg, tra ma voe lakaet Impalaeriezh roman ar Reter dindan veli Valens. En em guitaat a rejont e dibenn miz Eost 364 ha biken n'en em adweljont war-lerc'h.

En em staliañ a reas Valentinian Iañ e Milano e miz Du 364. Eno e savas lezennoù a-enep pinvidien ar vro, a oa gwaskerien ar re vunut hag ar re baour. Siwazh, galloudus e oa ar re-hont, hag en o zouez meur a senedour, ken e savas dizemglev etre Valentinian ha sened Roma.

Valentinian e oa kristen, mes war ar gorre nemetken. Ne ouie ket kalz a dra war ar relijion, ha didu e chomas war an aferioù se. Koulskoude, a-du e oa gant ar gristenien evit lakaat Ambrosius, gouarnour ar rannvro, e penn eskopti Milano, er bloaz 373.

E miz Here 365 e kuitaas Milano evit mont da Lutetia Parisiorum ha da Rementium, abalamour d'ar C'hermaned o devoa taget Galia ur wech ouzhpenn. A-drugarez da Jovinus, magister equitum[7] e trec'has teir gwech warno.

E-kerzh an hañv 367 en em stalias e Samarobriva abalamour ma oa reuz gant ar Bikted e Breizh-Veur. Degouezhet klañv eno e savas e vab Gratianus da Aogust, kenimpalaer, d'ar 24 Eost 367.
E miz Here 367 e kasas ar c'homes Flavius Theodosius, ur spagnol, gant un arme da lakaat peoc'h en enezenn[8]. Mont a reas da Drier abalamour d'ar C'hermaned, ur wech ouzhpenn.

Er bloaz 368 e voe taget Mogontiacum gant Germaned, ha tapet ul lodenn eus an annezidi. En respont, Valentinian a enepstourmas garv etrezek broioù german en tu all d'ar Roen hag e trec'has war zu an Neckar uhel. Goude-se e savas ul linenn-difenn a-hed ar Roen gant tourioù, kastelloù ha kampoù.

Er bloaz 372 e voe tro Maouritania da gaout freuz ha reuz. Firmus, ur priñs maour kevredet, en em savas da impalaer. Trec'h e voe war rannarmeoù roman ar vro, hag aloubiñ a reas Mauritania Caesariensis ha bro Setif. Gervel a reas Valentinian ar c'homes Theodosius eus Breizh-Veur hag en e gasas da Vaouritania. Eno, Theodosius a veuzas ar vro er gwad. Firmus en em distrujas e 374 pe 375.

Er bloaz 374 e voe tro d'ar Waded ha Sarmated da dreuziñ an Danav, ha lakaat tan ha gwad e Pannonia. Tost e oant da lakaat o c'hrabanoù war merc'h Konstañs II, aet eus Kergustentin da Drier evit dimeziñ gant Gratian, mab Valentinian.
E-kerzh an diskaramzer 374 en em glevas Valentinian gant e enebour Macrianus, roue ar C'hermaned, evit kaout peoc'h war ar Roen.

E-giz se, e-kerzh nevezamzer 375 e kasas un enepstourm a-dreuz an Danav. Pilet en un doare didruez, ar Waded a c'houlennas truez digant Valentinian, en Aquincum. Hemañ avat, goude un taol kounnar a-enep kannaded ar Waded, a voe tapet e-unan gant un taol-gwad hag a dremenas d'ar 17 a viz Du 375.

War e lerc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou vab a renas war e lerc'h ː

Evel-just, Valentinian II a oa re yaouank evit ober gant aferioù ar Stad, ha dre-se e voe Gratianus e gwirionez e penn ar C'hornôg, Valens bepred e penn ar Reter, betek e varv e 378.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains 24 av J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Vinkovci e Kroatia hiziv
  2. Comes : "keveil" e latin ; ur c'hargad en arme an impalaeriezh.
  3. Juluan e oa enep ar relijion kristen, hag abalamour da se e oa anvet "apostat" = renavi.
  4. Impalaer eus ar 27 Mezheven 363 d'ar 16 pe 17 C'hwevrer 364
  5. Ren : 363-364 ; Jovianus a varvas e Dadastana, etre Nikea hag Ankyra, goude ur pred gant re a voeson, ha mouget gant moged ur brazeouer.
  6. E Turkia hiziv.
  7. Magister equitum = komandant marc'hiegezh, a voe lakaet penn dragon gant ar Vretoned war-lerc'h, an dragon o vezañ arouez ar varc'hegiezh.
  8. En arme ar c'hont Theodosius e oa ivez Magnus Clemens Maximus, mignon gant Theodosius ar Yaouankañ. Mat eo derc'hel se e soñj, rak aze emañ war-lerc'h diskoulm mojenn Maksim ha Kynan.