Flavius Gratianus

Eus Wikipedia
Gratianus

Flavius Gratianus (Sirmium 359-383 Lugdunum) a oa impalaer roman adal 367 betek e varv e 383.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa d'an 18 a viz Ebrel (pe 23 a viz Mae) 359, e Cibalae, pe e Sirmium (hiriv Sremska Mitrovica en Serbia). Mab e oa d'an impalaer Valentinianus ha da Marina Severa, e wreg kentañ.

E 374 e timezas da Gonstantia, merc'h dalif an impalaer Constantius II. Mervel a reas homañ er bloaz 383, hep bet douget bugel ebet. Addimeziñ a reas d'ur plac'h yaouank-tre, Laeta.

Dies imperii : 24 Eost 367, e Samarobriva / Amiens

Lazhet e voe Gratianus e Lugdunum, d'ar 25 a viz Eost 383, gant Andragathios, evit kont Maksim, savet da impalaer gant lejionoù Enez Vreizh.