Marina Severa
Marina Severa (marvet a-raok 375) a oa impalaerez Roma ha pried kentañ an impalaer roman Valentinian Iañ ; dimezet e oant a-raok ma'z eas he fried da impalaer. N'ouzer ket piv e oa he zud.
Mamm e oa d'an impalaer Gratianus, ganet e 359 e Sirmium e Pannonia. Anvet e voe Valentinian da impalaer e 364. A-benn neuze e reas Marina Severa anaoudegezh en ti-kouronkoù gant ur plac'h yaouank a gave eus ar re gaerañ, Justina, diskiblez gant relijion Arius, ha merc'h d'ur gouarnour en Italia. Komz a reas eus ar plac'h yaouank hag eus he c'hened d'he fried, ma c'hoantaas hemañ dimeziñ dezhi, met evit-se e oa ret terriñ e eured kentañ. Dre ma ne felle ket dezhañ dispartiañ diouzh mamm he mab, nevez lakaet da augustus, e c'hovelias ul lezenn nevez da reiñ ar gwir d'ur gwaz da gaout div wreg.
War-dro 370 e timezas an impalaer da Justina, intañvez Magnentius.
War a seblant, an div blac'h a oa chomet mignonezed. Ne oa ket bet trouz etre Gratianus ha Justina, mamm Valentinian II, goude marv Valentinian Iañ. N'ouzer ket muioc'h.