Sremska Mitrovica
Neuz
Sremska Mitrovica (serbeg : Сремска Митровица, distaget [srêːmskaː mîtroʋitsa]) zo ur gêr eus rannvro Voivodina, e Serbia.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War lez ar stêr Sava emañ Sremska Mitrovica
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sirmium ː an anv a dalv kement ha « red an dour», pe « an douar gleb », abalamour d'ar stêr Sava (e latin : Savum); an anv zo aet da Sirmich en alamaneg, ha da Sremska e serbeg.
- Mitrovica ː diouzh anv sant Demetrios eus Thessaloniki. Anvet da gentañ Dimitrovica (" Démétrios" e serbeg-kroateg), an anv zo bet berraet e Mitrovica. (vica = vicus).
Ardamezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gêr roman a bouez e oa Sirmium e proviñs Pannonia. Pa voe savet an Detrarkiezh gant Diocletianus, er IVe kantved, e teuas da vezañ unan eus kêrioù-penn an Impalaeriezh roman. Dek impalaer a voe ganet e Sirmium pe e-kichen.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sirmium roman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sremska Mitrovica a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Pont Sremska Mitrovica
-
Kreiz kêr Sremska Mitrovica
-
Monumant d'an Drinded santel
-
Kreiz kêr Sremska Mitrovica
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud bet ganet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Trajanus Decius, impalaer (201-251)
- Herennius Etruscus, impalaer (227-251)
- Hostilianus, impalaer (?-251)
- Claudius II ar Gotek, impalaer (214-270)
- Marcus Aurelius Claudius Quintillus, impalaer (214-269)
- Aurelianus, impalaer (207-275)
- Probus, impalaer (232-282)
- Maximianus Herculius (c. 250-310)
- Constantius (317-361)
- Gratianus (impalaer, 359-383)
Tud marvet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Claudius II (impalaer)
- Marcus Aurelius (impalaer)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- M.-N. Bouillet : Dictionnaire universel d'Histoire et de Géographie. Embannadurioù L. Hachette et Cie. Paris 1863
- François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains 24 av J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994