Mont d’an endalc’had

Africa (proviñs roman)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Africa)
Proviñs Africa en Impalaeriezh roman, war-dro 120

Proviñs roman Africa, a glote gant tachenn gozh Kartada hag aod kornôg Libia.

Krouet e oa ar broviñs-se o stagañ trevadennoù Africa Vetus hag Africa Nova, ha rannet e oa gant an impalaer Diocletianus e teir lodenn : Regio tripolitana, Africa byzacena hag Africa proconsularis, anvet ivez Africa zeugitana[1].

Ar vro a oa dindan proviñs Africa a oa kemeret gant ar Romaned digant Kartada. Keodedoù bras all a oa er vro evel Hadrumetum (Sousa, e Tunizia hiziv), kêr-benn Africa byzacena, Hippo Regius (Annaba, en Aljeria). Savet e oa ar broviñs gant Republik Roma e 146 kent J.-K., goude Trede brezel Kartada. Roma a savas e drevadenn gentañ en Afrika, Africa Proconsularis pe Africa Vetus (Afrika gozh), gouarnet gant ur prokonsul, e lodenn strujusañ eus ar pezh a oa tiriad Kartada gwezhall. Utica e oa kêr-benn e velestradurezh. An dachenn a chome a oa lezet da roue Numidia Masinisa, ur roue a oa gwaz da Roma. D'ar mare-se, politikerezh Roma en Africa a oa miret hepken na ziwanfe ur galloud bras all nepell eus Sikilia. E 118 kent J.-K. e klaskas ar priñs numidian Jugurtha unaniñ ar rouantelezhioù bihanoc'h. Koulskoude pa varvas e tremenas ar pep brasañ eus ar vro a zalc'he d'ur roue all eus Maoritania, Bocchus, ur gwaz da Roma. D'ar mare-se dija e oa romanekaet ar vro. E 27 kent J.-K. e oa savet an Impalaeriezh roman, hag Africa a chomas dindan dalc'herezh ar Romaned.

Meur a adreizhadenn a oa kaset da benn gant Augustus ha diwezhatoc'h gant Caligula, met Claudius an hini a savas bevennoù diwezhañ ar proviñsoù roman ofisiel dre vras. Afrika a oa ur broviñs senedourel. Goude adreizhadennoù melestradurel Diocletianus e oa rannet en Africa Zeugitana (anvet ivez Africa Proconsularis, rak gouarnet e oa gant ur prokonsul) en norzh hag Africa Byzacena er su, hag o-daou a oa lodennoù eus Dioecesis Africae. Chom a reas ar vro dindan an Impalaeriezh roman betek aloubadegoù germanat bras ar Vvet kantved. Treuzet e oa bet ar mor gant ar Vandaled a zeue eus Hispania e 429 ha kemeret e oa holl ar vro gante adal 439. Sevel a rejont o rouantelezh dezhe o-unan a zalc'he Sikilia, Korsika, Sardinia hag an Inizi Balearez. Atahinet e veze ar Gatoliked, rak ar Vandaled a oa Arianed.E 476, goude diskar an Impalaeriezh roman, e troas da lodenn eus Impalaeriezh roman ar C'hornôg. War-dro fin ar Vvet kantved e krogas Stad ar Vandaled da wanaat ha lezel a reas ar pep brasañ eus an tiriadoù e diabarzh an douaroù e dalc'h ar Maoured hag ar meuriadoù berbered all.

Pezh moneiz eus Roma a lid proviñs Africa, skoet e 136 dindan ren Hadrian. Enkorfadur Afrika zo diskouezet gant un gabell e stumm ur penn olifant.

E 533, an impalaer Justinian, tennet gantañ un digarez diouzh stourmoù evit ar galloud e rouantelezh ar Vandaled, a gasas e arme renet gant ar jeneral Belisarius da gemer Africa en-dro. Faezhet e oa ar Vandaled e berr amzer. Antreal a reas Belisarius e Kartada ha stagañ a reas ar broviñs ouzh an Impalaeriezh en-dro. Dont a reas a-benn ar melestradur roman da argas argadennoù meuriadoù Amazigh ar gouelec'h, ha war-bouez sevel ur rouedad mogerioù difenn e teuas a-benn da gemer en-dro tiriadoù diabarzh an douaroù. Bodet e voe proviñsoù norzh Afrika, hag an douaroù dalc'het gant an Impalaeriezh e Spagn, en Eksarc'hiezh Africa gant an impalaer Mauricius. Stabil ha pinvidik e oa ar broviñs e deroù ar VIvet kantved kement ha ken bihan ma soñjas an impalaer Heraclius e-pad ur pennad kas e gêr-benn eus Kergustantin da Garthago. Adalek 640 e rankas an eksarc'hiezh talañ ouzh aloubadeg ar Vuzulmiz, ha daoust da golloù, ur wezh an amzer, e teuas a-benn da argas an tagadennoù betek 698. Er bloavezh-se, un arme vuzulman deuet eus Egipt a breizhas Kartada hag a aloubas an eksarc'hiezh. Echu e oa da vat gant an impalaeriezh roman e Norzh Afrika. Koll a rae an impalaeriezh roman an hini diwezhañ eus proviñsoù Impalaeriezh roman ar C'hornôg, 222 vloaz goude diskar Roma hag impalaer diwezhañ Impalaeriezh ar C'hornôg, Romulus Augustulus.

EMDROADUR PROVIÑS AFRICA
Deroù an aloubadeg roman Kartada Rouantelezh Numidia orientalis (Massylii) Numidia occidentalis (Massaessylii) Rouantelezh Mauretania
adal 146 kent JK Africa Numidia Mauretania
adal 105 kent JK Africa (goude staget un darn eus Numidia) Numidia orientalis Numidia occidentalis Mauretania
adal 45 kent JK Africa Vetus Africa Nova Colonia Cirta Sittianorum Mauretania orientalis (staget Numidia occidentalis ouzh Mauretania) Mauretania occidentalis
adal 27 kent JK Africa Proconsularis Mauretania
adal 41 (goude JK) Africa Proconsularis Mauretania césarienne Mauretania tingitane
adal 193 Africa Proconsularis Numidia Mauretania Caesariensis Mauretania Tingitane
Goude adaoz Diocletianus Tripolitana Bizacène Zeugitane Numidia Mauretania Sitifienne Mauretania Caesariensis Mauretania Tingitane

Roll (diglok) eus prokonsuled Africa e deroù an Impalaeriezh roman

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Marcus Furius Camillus (17-18)
  • Lucius Apronius (19-21)
  • Quintus Iunius Blaesus (21-22)
  • Publius Cornelius Dolabella (23-24)
  • Marcus Iunius Silanus Torquatus (29-34)
  • Servius Cornelius Lentulus Cethegus (34-36)
  • Caius Rubellius Blandus (36)
  • Marcus Iunius Silanus Torquatus (36-39)
  • Lucius Calpurnius Piso (39-40)
  • Servius Livius Galba Ocella (45-47)
  • Titus Statilius Taurus (52-53)
  • Lucius Vitellius (61-62)
  • Servius Cornelius Scipio Salvidienus Orfitus (62-63)
  • Marcus Vipstanus Apronianus (68-69)
  • Lucius Calpurnius Piso (69-70)
  1. Abdelhamid Hénia, Être notable au Maghreb : dynamique des configurations notabiliaires, éd. Maisonneuve et Larose, Paris, 2006, p. 44