Flavia Galla

Eus Wikipedia

Flavia Galla pe Galla (marvet e 394), a oa impalaerez roman, hag eil pried an impalaer Theodosius Iañ.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet he oa etre 370 ha 375, e Kergustentin. Merc'h diwezhañ an impalaer roman Valentinianus Iañ hag e eil gwreg, Justina, e oa Flavia Galla.

Goude marv he zad Valentinian Iañ, e oa bet lakaet Gratianus e penn impalaeriezh ar C'hornôg. E hantervreur Valentinian II, impalaer e-unan, a oa re yaouank d'ar c'houlz-se evit ober war-dro aferioù ar stad, ha chom e reas e Milano gant e vamm Justina.

Lazhet e voe Gratianus e Lugdunum, d'ar 25 Eost 383, war urzh Maximus an alouber, dilestret eus Enez Vreizh e-kerzh nevezamzer 383.

Ur bloaz war lerc'h, e voe anvet Maximus da impalaer d'an 31 Eost 384, e Beroae, gant impalaer ar Reter Theodosius ha gant ar Sened. Galia, Breizh Veur, Germania roman, Spagn, hag Afrika ar c'hornog e oa roet da Vaksim. Italia hag Illiria e oa miret gant Valentinian II.

Mes tremen a reas Maximus dreist an emglev ha treuziñ a reas an Alpoù er bloaz 387 evit aloubiñ Italia.

Justina hag he bugale o devoa an amzer rik da dec'hel en tu all da Mor Adria, etrezek Kergustentin.

Kejañ e reont gant Theodosius e Thessaloniki.

Theodosius e oa en em gavet intañv goude marv Aelia Flaccilla e 385 pe 386.

Justina a welas neuze koulz da gaout skoazell Theodosius, evit mad Valentinian II, o kinnig he merc'h Galla dezhañ. Houmañ e oa d'ar c'houlz se oadet etre 12 ha 17 bloaz.

Theodosius e oa, kerkent, breur-kaer da Valentinian II, ha dreist warnañ dre e oad.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri bugel he doe Galla gant Theodosius ː

  • Gratianus, ur mab ganet er bloaz 388, ha marvet prestik goude;
  • Aelia Galla Placidia, ur verc'h ganet er bloaz 392;
  • Hioannes (Yann), ur mab marv-c'hanet. Mervel a reas Galla ouzh e c'henel, er bloaz 394, ha hi etre he 19 vloaz hag he 24 bloaz.