Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Roue Arzhur

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Sapre labour a zo bet amañ gourc'hemennoù! --Dishual (kaozeal) 24 Mae 2017 da 13:24 (UTC)[respont]

Gwir a-walc'h : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Roue_Arzhur&type=revision&diff=1749347&oldid=1749329. hanternosañ e Geriadur an Here. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Mae 2017 da 20:39 (UTC)[respont]
SEPTENTRION, [...] ; || -TRIONNAL ar sterenn, -sterenn ; an hanternoz, -hanternoz, hanternozek, -zel. Frañsez Vallée, Grand dictionnaire français-breton, 1931, pajenn 687a.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Mae 2017 da 07:16 (UTC)[respont]
Devri : Le dictionnaire Diachronique du Breton ; hanternozel.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Mae 2017 da 07:21 (UTC)[respont]
Nosaat, nosoc'h, pajenn 971 Geriadur an Here. Evit nozelañ, nozekañ, roud ebet. Evit poent. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Mae 2017 da 08:28 (UTC)[respont]
  • Ne gomprenan ket gwall vat aheurterezh Bianchi-Bihan, pa'm eus pourchaset daveoù solius d'ar 24 Mae 2017 da 15:29‎ (gw. istor ar pennad) ; un anv-gwan eo "hanternozel" (testeniekaet neuze), setu e ro "hanternozelañ" en derez-uhelañ hervez yezhadur ar brezhoneg ; *hanternosañ zo bet erlerc'hiet outañ hep reiñ an disterañ testeni eus *hanternos evel anv-gwan. Perak degas "nosaat" ha "nosoc'h", pa n'int ket anvioù-gwan ? Reizh eo "hanternozelañ", pa lavaran. — Lagad Zoltec (kaozeal) 25 Mae 2017 da 09:01 (UTC)[respont]
  • Ne gomprenan ket perak e komzez eus aheurterezh : un den dianav (tud zo a oar kuzhat d'ober troioù zo) en deus roet un ali, klasket em eus un tammig, roet pezh am eus kavet, mat pell zo. Soñjo pep hini pezh a garo. N'eo ket me a raio gant an hanternozelañ, met ma plij d'ar re all eo mat din, n'int ket d'ober ur charre gant se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Mae 2017 da 09:13 (UTC)[respont]
N'eo ket c'hoarvezet an traoù evel ma skrivez.
• D'ar 24 Mae 2017 da 14:36 e voe erlerc'hiet *hanternosañ ouzh "hanternozelañ" ganit-te, hep displegadenn ebet.
• Da 15:29 e oan distroet da "hanternozelañ" en ur reiñ daveoù : « hanternozel : gw. DCFB, ALMM, DFBMM &a. »
• Da 19:28‎ e savas an IP 90.32.178.71 a-du ganit gant an displegadenn : « da c'hortoz ma vo diskoachet skouerioù eus "hanternozelañ", greomp gant ur ger anavezet » — war da lerc'h neuze, pa'z poa kemmet kentoc'h ha hep degas arguzenn ebet.
Petra bennak ma'z eo dianav din an anv-gwan *hanternos hag e zeveradennoù em eus lezet an traoù evel m'emaint, da c'hortoz ma vefe degaset daveoù. Ar pezh a welan bremañ eo ar gerioù "nosaat" ha "nosoc'h" o tiskouez beg o fri, pa n'int ket anvioù-gwan hogen verboù.
Displeget em eus-me amañ a-us an orin hag ar perag eus ar stumm "hanternozelañ", gortoz a ran bremañ ma vefe graet kement all gant *hanternosañ da dreiñ (en) northernmost. — Lagad Zoltec (kaozeal) 25 Mae 2017 da 09:41 (UTC)[respont]

Ya, kemmet em boa, rak gwelloc'h e kavan. Kemmet eo ma ali abaoe: ne ran forzh ebet. Ne ouien ket e oa nosoc'h ur verb met n'ouzon ket pep tra. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Mae 2017 da 10:10 (UTC)[respont]

hanternoz
[...]
3. Stn. Lec'hiet en tolead(où) zo e norzh ar vro. Al lodenn hanternoz eus Breizh. An aradennad menezioù hanternosañ.
[...]. GbAH, 2001, pajenn 603b.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Mae 2017 da 09:48 (UTC)[respont]

Met ivez :
septentrional hanternozel ; m. h. hanternozad NOUVEAU DICTIONNAIRE BRETON FRANCAIS 6e EDITION revue et augmentée, AL LIAMM, BREST, 1978, pajenn 351a.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Mae 2017 da 09:52 (UTC)[respont]
___________________________
@ Bianchi-Bihan : da "nosaat" e soñjen pa'm boa skrivet re vuan amañ a-us, digarezit ; graet gant Prieladkozh ar pezh a oa ret ober evit displegañ ho kemmadenn, da lavarout eo reiñ un daveenn solius.
@ Brieladkozh : ho trugarekaat evit ho labour ; ne furchan ket ar geriadurioù evit gwiriañ ur ger a ouzon a zo reizh. Lezel a rin ar pennad evel m'emañ, neuze, bremañ pa'z eus ur skouer sonn. A galon, – Lagad Zoltec (kaozeal) 25 Mae 2017 da 11:53 (UTC)[respont]

Emañ ar wirionez ganeoc'h. Souezhus e chom ar ger "hanternosañ" koulskoude dre na gaver anezhañ nemet e-barzh GbAH en ur frazenn-skouer.
SEPTENTRIONAL (adj.)

1. Hanternozel
2. Kreiznozel Reun ar Glev, Dictionnaire classique français-breton, AL LIAMM, 1993, pajenn 3403a.

SEPTENTRIONAL hanternozel ; ~(an) hanternoz. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012, pajenn 1233b.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Mae 2017 da 12:24 (UTC)[respont]

"... da "nosaat" e soñjen ..." kreñv e vez levezon ar galleg warnomp a-wechoù ... Soñjal en un dra, https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Fazioù_stankañ#S.

Nosoc'h ..>..> hanternosoc'h

[kemmañ ar vammenn]

E Jules Gros e kaver ken deiz, "deoc'h" (deisoc'h), nosoc'h, nosaat (ne vank nemet nosañ ha nosat eta), diwar-se e c'haller mont dinec'h betek hanternosoc'h, kreisteisoc'h, reteroc'h, kornokoc'h. Hag ez an. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Mae 2017 da 17:02 (UTC)[respont]

Skouerioù

[kemmañ ar vammenn]

Demat tudoù, setu un nebeud skouerioù tennet eus hol lennegezh:

Gwalarn 44-45 1932, Istor ar bed, trede levrenn, Meven Mordiern, p. 5 : "er c'horn hanternosa anezañ"
Al liamm 120 1967, Douaroniezh Iwerzhon, Alan Heussaff, p. 112 : "an aridennad hanternosañ", p. 114 : "tost da bar hanternosañ Iwerzhon"
Al liamm 147 1971, Notennoù, p. 294 : "e penn hanternosañ Iwerzhon"

A galon,

Coralie Meurbich-Gourgellec