Emgann Coit Celidon
| Emgann Coit Celidon | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
Stlapet Kaledvoulc'h en dour gant Sir Bedivere[1] | |||||||
| |||||||
| Emgannerien | |||||||
| Brezhoned | Angled ha/pe Pikted | ||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Arzhur | dianav | ||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
| Dianav | Dianav | ||||||
| Kolloù | |||||||
| Dianav | Dianav | ||||||
Ar seizhvet eus daouzek emgann Arzhur meneget gant Nennius en e Historia Brittonum eo Cat Coit Celidon, Emgann Coit Celidon.
Evel emgannoù arall Arzhur, n'eur ket sur eus e lec'hiadur. Kement ha "Koadeg Kaledonia" e talvez Coed Celyddon e krenngembraeg ; lec'hiadur gwirheñvelañ an emgann eo ar goadeg vras hag en em astenne eus Solway Firth betek Uheldirioù Bro-Skos. E-kichen an harzoù skosat emañ, hervez an hengoun kembreat :
- e Siorrachd Dhùn Phris ("Dumfriesshire") ;
- e-kichen Penrith e Cumbria ;
- e rannvro Glasgow.
Dianav eo enebour Arzhur, met lec'hiadur an emgann a zamveneg ar Bikted pe ur roue brezhon bennak eus su Bro-Skos. Marteze avat e stourmas ouzh Angled deuet eus Bernicia. Gallus eo ivez e voe Emgann Coit Celidon e gwirionez unan eus emgannoù Arthwys ar Peninoù ouzh Skosiz, pe ur vojenn diazezet war emgann Arfderydd e 573 etre Gwenddolew ap Ceidio ha Peredur Paladr Hir eus Ebrauc. Liammet eo emgann Arfderydd ouzh mojenn Arzhur rak en e c'houde eo e tec'has Marzhin da Goadeg Kaledonia.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Thomas Malory, Le Morte d'Arthur, levrenn XXI, pennad V.
| Emgannoù Arzhur |
|---|
| Agned | Badon | Bassas | Breguoin | Camlann | Castell Guinnion | Coit Celidon | Dubglas | Glein | Tribruit | Urbs Legionis |
